Taol-stad
Taol-Stad a vez graet eus un doare kemer ar galloud gant un den pe meur a hini gant un doare maez lezenn ha feuls. Disheñvel eo diouzh ur Reveulzi rak ral eo kavout ul lusk pobl kreñv a-dreñv an obererezh. Ur putsch a vez graet eus un taol-Stad kaset da benn gant nerzhioù milourel.
Gant ur sell istorel, an taol-Stad a zo unan eus an daoreoù implijetañ evit kemer ar galloud e istor Mab-Den.
Ster ar ger
kemmañAn termeniñ « taol-Stad », a zo deuet diwar Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn. An termeniñ putsch, deuet a-ziwar alamaneg bro Suis, a vez implijet dammheñvel hag a zo deuet war-wel kalz goude an taolioù-stad c'hwitet e 1920 ha 1923 en Alamagn (putsch Kapp e Berlin ha putsch an ostaleri e Munchen). An termenadur pronunciamiento, deuet a-ziwar ar spagnoleg a vez implijet evit diskrivañ emsavadegoù milourel disheñvel diouzh un taol-stad pe ur putsch.
Kalvezerezh an taol-stad
kemmañUnan eus ar studiadennoù pouezusañ war penaos e vez kaset an taolioù-stad da benn a oa bet sevenet gant Curzio Malaparte en e levr "kalvezerezh an taol-stad" hag embannet e 1931. El levr e vez klasket kompren gant an aozour penaos e vez tu seveniñ un taol-stad ha peseurt hini a vefe an hini oberiet ar bravañ. Gant skouerioù Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn (Napoleon), Dispac'h miz Here (Bolcheviked), Baleadeg war Roma (Mussolini) ha putsch an ostaleri (Hitler) e klask displegañ penaos e vez tu da enebiñ ouzh un taol-stad gant ur Stad reizh evit difenn ar frankiz.
Levrlennadur
kemmañ- Curzio Malaparte, kalvezerezh an taol-stad, 1931