Rae vouklet
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Chondrichthyes | ||
Urzhad : | Rajiformes | ||
Kerentiad : | Rajidae | ||
Genad : | Raja | ||
Anv skiantel | |||
Raja clavata Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar rae vouklet (liester: raeed bouklet), pe rae lagadek (liester: raeed lagadek), Raja clavata eus hec'h anv skiantel, a zo ur pesk plat, kar d'ar rinkin, hag a vev er meurvor Atlantel hag er mor Kreizdouar[1].
Doareoù pennañ
kemmañEtre 2 ha 4 kg eo he fouez ha war-dro 90 cm he hirder. Gris-gell eo he c'hein ha sklaer he c'hof. Goloet eo he c'horf gant drein e stumm krogoù a zo kaoz eus hec'h anv. Kuzhat a ra e strad ar mor, evel an darn vrasañ eus ar raeed.