Rakger
Er yezhoniezh e vez implijet an termen rakger (saoz: prefix) evit komz eus ur vorfemenn stag implijet evel kenger staget ouzh deroù ur vorfemenn bennañ, anvet ar wrizienn, da skouer:
- "klev-" > "heklev"
- "ger" > "rakger"
Bez e c'hellont bezañ implijet war un dro gant lostgerioù, da skouer:
- "gall" > "galleg" > "gallekaat" > "dic'hallekaat"
Peurliesañ e vez kavet rakgerioù ha lostgerioù en darn vrasañ eus yezhoù ar bed, met raloc'h e vez implijet rakgerioù evit lostgerioù dre vras ha gant yezhoù zo, evel da kouer an [[turkeg] e vez implijet nebeudig-tre a rakgerioù daoust ha ma c'hell bezañ berniet er yezh daspegel-se meur a lostger an eil war-lerc'h egile.
Klotaat a ra ivez dre vras ar fed ma vez implijet rakgerioù pe get gant perzhioù yezhoniel all, dreist-holl urzh ar frazennoù ma vez kavet stankoc'h ar rakgerioù er yezhoù gante an urzh verb-renadenn (VO) ha liammet eo o implij ivez gant ar fed ma vez implijet gant ur yezh bnnak araogennoù kentoc'h evit lerc'hennoù.
Er yezhoù indezeuropek, ar brezhoneg en o zouez, e vez implijet ar rakgerioù evit krouiñ gerioù kevrennek nevez dre gemmañ ster ar wrizienn keit ha ma talvez al lostgerioù evit an deveradurezh yezhadurel, keñveriit da skouer:
- Deveradur: lostger
- "klev-" > "klevet"
- Deveradur: lostger
- Ger kevrennek: rakger
- "klev-" > "heklev"
- Ger kevrennek: rakger
Rakgerioù brezhonek
kemmañSetu amañ ul listenn eus ar rakgerioù brezhonek, gant pennadoù diwar-benn pep hini.