Raphaël Glucksmann

Raphaël Glucksmann, ganet d'ar 15 a viz Here 1979 e Boulogne-Billancourt (Hauts-de-Seine), zo un esaeer ha politikour gall.

Raphaël Glucksmann
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRaphaël Glucksmann Kemmañ
Anv-bihanRaphaël Kemmañ
Anv-familhGlucksmann Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Her 1979 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBoulogne-Billancourt Kemmañ
TadAndré Glucksmann Kemmañ
MammFrançoise Villette Kemmañ
PriedLéa Salamé Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkazetenner, skridarnodour, politiker, documentalist, political scientist Kemmañ
KargMember of the European Parliament, adviser, Member of the European Parliament Kemmañ
Bet war ar studi eInstitut d'études politiques de Paris, Lycée Lamartine, Lycée Henri-IV Kemmañ
Strollad politikelPlace publique Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2019 European Parliament election in France, Dilennadegoù evit Parlamant Europa 2024 e Bro-C'hall Kemmañ
Perzhiad eAct before it's too late, Le Grand Face-à-Face Kemmañ
Ezel eusCercle de l'Oratoire Kemmañ
Ideologiezh politikelAtlanticism Kemmañ
Prizioù resevetChevalier des Arts et des Lettres Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://dbpedia.org/resource/Raphaël_Glucksmann Kemmañ

Diellfilmaozer e oa bet er bloavezhioù 2000 ; goude eo bet kuzulier arbennik Mikhail Saakashvili, prezidant nevezfrankizour Jorjia, etre 2009 ha 2012. Goude-se eo bet esaeer, kroniker e France Inter ha rener ar gelaouenn Le Nouveau Magazine littéraire e 2017.

Tremenet eo en tu dehoù, en Alternative libérale, e 2007 gant ur sell atlantour, hag aet goustadik war-zu kleiz ar c'hreiz gant selloù ekonomikel frankizour ha sokial-demokratel. Er bloavezh 2018 e oa bet unan eus krouerien al luskad politikel Place publique (PP).

E penn ul listenn hag a vod Place publique, ar Strollad sokialour ha Nouvelle Donne e oa bet dilennet da gannad e dilennadegoù Europa e 2019. E-pad e respetad europat, gant ur sell kevreadelour europat, eo savet a-enep gouennlazh sevenadurel an Ouighoured, difennet en deus Pakt Glas Europa, harpet en deus donedigezh Ukraina en Unaniezh Europa ha goulennet en deus kemmoù da Reolenn Dulenn III. E-kerzh e respet e oa o labourat e bodad an aferioù estren ha bodad ar c'henwerzh etrebroadel. Bet eo ivez besprezidant an is-bodad evit Gwirioù mab-den.

E penn al listenn PS-Place publique eo bet c'hoazh en Dilennadegoù evit parlamant Europa e 2024, ha tizhet en doa 13,8 % eus ar votoù.