Renée Bro-C'hall

(Adkaset eus Renata di Francia)

Renée Bro-C'hall (1510-1574), anavezet ivez evel Renata di Francia en Italia, ganet e Bleaz ha marvet e Montargis, a oa merc'h da Loeiz XII ha da Anna Breizh, dugez Chartres ha Montargis. Dont a reas, goude hec'h eured, da vout dugez Ferrara, Modena, ha Reggio, en Italia. Harp a roas d'ar brotestanted ha da Jean Calvin.

Renée Bro-C'hall, gant Jean Clouet.
Renée Bro-C'hall, gant François Clouet.
He zad, Loeiz XII.

He buhez

kemmañ

Ganet eo e kastell Bleaz e 1510. Eil merc'h he zud e oa. He c'hoar henañ, Klaoda Bro-C'hall, ganet e 1499, a oa unnek vloaz warni.

Mervel a reas he mamm e 1514, pa oa pevar bloaz, hag he zad e 1515. E 1514, goude marv he mamm Anna, e voe dimezet he c'hoar Klaoda da Frañsez, dug Angoulême, pennhêr ar roue. Mervel a reas Klaoda e 1524.

Savet e voe Renée gant Michelle de Saubonne, a oa protestantez, ha skoliet ganti ha gant Jacques Lefèvre d'Étaples.

Ferrara

kemmañ

E 1527, da 17 vloaz, e voe dimezet da Ercole II d'Este (1508 † 1559), dug Ferrara, Modena, ha Reggio, en Italia, a oa mab da Alfonso Iañ d'Este ha da Lucrezia Borgia. Pan eas da Italia da chom e kasas Michelle de Saubonne ganti.

E Ferrara e vodas tud desket en-dro dezhi, protestanted italian darn anezho, evel Ambrogio Cavalli, Giulio della Rovere, Celio Secondo Curione, Antonio Pagano, pe Gallaoued evel he sekretour Lyon Jamet, hag ar barzh gall Clément Marot. Gwareziñ a reas protestanted heskinet, evel Camillo Renato, Lodovico Domenichi, Isabelle Bressegna. Darn a deue eus Suis (Genève), Alamagn pe an Izelvroioù.

Kenskrivañ a rae gant Jean Calvin a deuas d'he gwelout e 1536.

Seblantout a reas treiñ war-du ar brotestantiezh, ma voe klasket afer outi gant an Iliz e 1554, ken e rankas embann e oa feal d'ar gatoligiezh.

He bugale

kemmañ

Pemp bugel he doe:

Intañvez

kemmañ

Intañvezet e oa e 1559. Dre ma n'en em gleve ket gant he mab Alfonso II, dug Ferrara, a save a-enep d'he feiz protestant, e tistroas da Vro-C'hall, da Vontargis (ma oa dugez), e 1560, hag eno e roas harp d'ar brotestanted, evel Agrippa d'Aubigné, daoust da c'hourdrouz he mab-kaer, François de Guise, pried he merc'h Anna, a oa e penn ar gostezenn gatolik.

E-pad an tri brezel relijion kentañ e tiwallas kêr Montargis dre varc'hata gant an armeoù protestant hag arme ar roue, renet adal miz Du 1567 gant dug Anjev, an hini a deuas da vezañ Herri III, dre ma felle dezhi chom neptu.

He marv

kemmañ

E Montargis e varvas d'an 12 a viz Mezheven 1574, da 65 bloaz, 15 vloaz goude he fried.

Levrlennadur

kemmañ
  • B. Fontana, Renata di Francia duchessa di Ferrara, Roma, 1893
  • E. P. Rodocanachi, Une protectrice de la Réforme en Italie et en France, Renée de France duchesse de Ferrara, Paris, 1896
  • S. Caponetto, La Riforma protestante nell'Italia del Cinquecento, Torino, 1997 ISBN 88-7016-153-6
  • A. Puaux, La huguenote Renée de France, Paris, 1997
  • Giovanni Calvino - Renata di Francia. Lealtà in tensione. Un carteggio protestante tra Ferrara e l'Europa (1537-1564), Caltanissetta, Alfa & Omega, 2009. ISBN 978-88-88747-88-0