Republik Artsac'h

stad e Su ar C'haokaz

Republik Artsac'h (armenieg : Արցախի Հանրապետություն Artsakhi Hanrapetut'yun), pe Republik Nagorno-Karabac'h[1] zo ur stadig de facto e Kaokaz ar Su ha n’eo ket anavezet gant ar stadoù all, hag a sell ouzh ar vro-se evel ul lodenn eus Azerbaidjan. En em astenn a ra Republik Artsac'h war ar pezh a oa gwechall oblast emren Nagorno-Karabac'h koulz ha war douaroù a oa etre an oblast kozh-se hag Armenia er gornaoueg hag Iran er c’hreisteiz. Stepanakert eo kêr-benn Republik Artsac'h.

Republik Artsac'h
state with limited recognition, bro istorel, de facto regime
Deiziad krouiñ2 Gwe 1991 Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denԱրցախի Հանրապետություն Kemmañ
Anv ofisielԱրցախի Հանրապետություն Kemmañ
Anv er yezh a orinԱրցախի Հանրապետություն Kemmañ
Anv berrԱրցախ Kemmañ
Yezh ofisielarmenieg, rusianeg Kemmañ
Kan broadelAzat u ankakh Artsakh Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
Kêr-bennKhankendi Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+04:00 Kemmañ
Lec'hiadurKaokaz Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°49′2″N 46°45′2″E Kemmañ
Renad politikelRepublik Kemmañ
Office held by head of statePrezidant Artsac'h Kemmañ
Penn ar StadSamvel Shahramanyan Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantPrezidant Artsac'h Kemmañ
Penn an aotrouniezhBako Sahakyan Kemmañ
Korf lezenniñBodadeg Vroadel Artsac'h Kemmañ
Diplomatic relationAbc'hazia, Treuznistria, Osetia ar Su Kemmañ
MoneizArtsakh dram, Armenian dram Kemmañ
Perc'henn warKhankendi Stadium Kemmañ
A zo stok ouzhArmenia, Azerbaidjan Kemmañ
Darvoud-alc'hwezBrezel Nagorno-Karabac'h Kentañ, Eil Brezel Nagorno-Karabac'h, Nagorno-Karabakh War, 2023 Azerbaijani offensive in Nagorno-Karabakh Kemmañ
Deiziad divodañ1 Gen 2024 Kemmañ
Hashtagարցախ Kemmañ
Banniel (deskrivadur)banniel Artsac'h Kemmañ
Ardamezioùardamezioù Artsac'h Kemmañ
Douaroniezh an danvezQ4135632 Kemmañ
Istoristor Nagorno-Karabac'h Kemmañ
Ekonomiezh an danvezekonomiezh Nagorno-Karabac'h Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezpoblañsouriezh Nagorno-Karabac'h Kemmañ
Araogenn bellgomz ar vro+37447 Kemmañ
Niverenn bellgomz sikour112 Kemmañ
Map
  • ██ Oblast Nagorno-Karabac'h
  • Armeniegerien dreist-holl a oa o chom e Nagorno-Karabac'h pa oa bet embannet dizalc’hiezh Republik Demokratel Azerbaidjan hag Armenia e 1918, goude diskar Impalaeriezh Rusia, ha brezel a voe e-pad ur pennadig etre an div vro nevez da c’houzout gant pe hini ez afe ar rannvro. Fin a voe lakaet d’an tabut pa voe savet an Unvaniezh Soviedel ha savet Oblast emren Nagorno-Karabac'h e-barzh Republik Sokialour Soviedel Azerbaidjan e 1923.
    Pa’z eas an Unvaniezh Soviedel d’an traoñ e voe bec’h etre an div vro adarre. E 1991 e voe graet ur referendom en Oblast emren Nagorno-Karabac'h hag embannet dizalc'hiezh ar vroig. Brezel a savas da-heul etre Armenianed Nagorno-Karabac'h, skoazellet gant Armenia, ha Republik Azerbaidjan. Tri bloaz e padas ar brezel-se, ha pa voe graet harz-an-tan e miz Mae 1994 e oa astennet galloud republik nevez Artsac'h war ur vro kalz ledanoc'h eget an oblast kozh, peogwir e oa unanet outañ an holl zouaroù en em astenne etre Nagorno-Karabac'h hag Armenia. Eus ar c'hontreoù-se e tec'has an darn vrasañ eus an dud na oant ket Armenianed, da gaout repu er peurrest eus Azerbaidjan : 400 000 den, azeriegerien anezho peurliesañ, a oa aet kuit, ken ma kaver bremañ ouzhpenn 95% a armeniegerien e republik Artsac'h.

    Ur vro veneziek eo Artsac'h, gant 1 100 metr a uhelder well-wazh.

    Ur republik eo Artsac'h, gant ur prezidant hag ur parlamant ur gambr hepken ennañ. Liammet-strizh eo ouzh Armenia : ar memes moneiz o deus Artsac'h hag Armenia da skouer. Ha n’eus nemet dre Armenia e c'hell an dud eus an diavaez mont da Artsac'h.

    Liammoù diavaez

    kemmañ

     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Gwelet ivez

    kemmañ

    Notennoù

    kemmañ
    1. 'Constitution of the Republic of Artsakh'. Kavet : 29 Here 2020. “The names 'Republic of Artsakh' and 'Republic of Nagorno-Karabakh' are identical.”