Roger Salengro, ganet d'an 30 a viz Mae 1890 ha marvet d'an 18 a viz Du 1936, a oa ur politkiour sokialour gall. Kannad eus Norzh ar Frañs ha maer Lille, deuet e voe da vezañ maodiern ar surentez evit ar gouarnamant Blum e 1936. Emlazhañ a ra e miz Du ar bloavezh-se, goude bezañ bet louset gant ur c'hampagn tagañ o tiskleriañ e vefe bet dizertour e-pad ar C'hentañ Brezel-bed.

Roger Salengro
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanRoger Kemmañ
Anv-familhSalengro Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Mae 1890 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLille Kemmañ
Deiziad ar marv18 Du 1936 Kemmañ
Lec'h ar marvLille Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvasfeksiezh Kemmañ
Lec'h douaridigezhcimetière de l’Est Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargkannad gall, maer Lille, Minister of the Interior of France, maer Lille Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Lille Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelSFIO Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Ezel eusHuman Rights League Kemmañ
Roger Salengro (1930)

An Afer Salengro

kemmañ

Adalek an hañv 1936, Roger Salengro a voe gouzañver d'ur c'hampagn feuls a-berzh ar c'heleier, enaouet gant kazetennoù an tu dehoù pellañ. Ar pal a voe d'en em veñjiñ diouzh e obererezhioù a-enep ar c'hevreadoù (lezenn war disolvañs ar c'hevreadoù, mennad evit broadelat ar c'hazetennoù eus an tu dehoù pellañ).

Krog eo an afer d'ar 14 a viz Gouhere 1936 gant kazetenn Charles Maurras, an Action française, hag a embann ur pennad hep sinadur o tiskleriañe oa ur vezh da welet Roger Salengro o vont war bez ar soudard dianav. Ar c'hampagn a zo adkemeret gant e benn enebour kuzul-kêr Lille e kambr an deputeed, Henri Becquart, adalek ar 14 a viz Gouhere 1936.

D'an 21 a viz Eost 1936, ar gazetenn broadelour Gringoire a embann ur pennad o zegas ar goulenn « Perak Roger Salengro, maodiern ar surentez, en d'eus dizertet d'ar 7 a viz Here 1915 ? » An tamalladur-se a oa bet graet dija, e 1923, gant ar Strollad Komunour Gall.

An Action française a adkemer an tamall en ur reiñ un nerzh brasoc'h dezhañ c'hoazh.