Ron (stêr)
Ar Ron (Rhône e galleg, Ròse en okitaneg, Rôno en arpitaneg, Rhone en alamaneg, Rotten en alamaneg Suis, Rottu en alemaneg, Rodano en italianeg) a zo unan eus stêrioù brasañ Europa.
Ron
| |
---|---|
Statud | {{{14}}} |
Hirder | 812 km |
Uhelder an eienenn | 1 853 m |
Kas keitat | 1820 m³/s |
Gorread an diazad | 95 500 km² |
Bro(ioù) douret | Suis, Frañs |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | Mor Kreizdouar |
Ledander er genoù | ? |
Andon | menez Gotthard |
Adstêrioù | ? |
E Suis emañ e vammenn, e menezioù Furkapass (2.108 m) en Alpoù suis. E Suis ivez en em daol e zourioù e lenn Geneva a-raok erruout e Bro-C'hall. E kêr Lyon emañ e gember gant ar Saona. Goude e tiskenn un draonienn hir war-zu ar c'hreisteiz, etre an Alpoù hag ar Menezioù Kreiz, tremen a ra dre gêr Avinhon, ha pa zegouezh e plaenenn Camarga e tro e naoz en un delta a-raok en em deurel er Mor Kreizdouar, etre kêrioù Marselha er reter ha Montpelhièr er c'hornôg. Redek a ra a-hed 812 kilometr en holl (231 km e Suis ha 581 km e Frañs).
Dre ma tegouezh enni stêrioù eus menezioù an Alpoù hag eus ar Menezioù Kreiz e sav buan an dour enni. E Beucaire e tremen 1.650 m³/s. Dinaoz a vez adalek 5.000 m³/s. Dinaozioù bras a zo bet e 1840, 1856 ha 2003 gant 13.000 m³/s.
Kêrioù treuzet gant ar Ron
kemmañ
|
Adstêrioù
kemmañIstor
kemmañEn Henamzer e oa diazezet al Ligured er reter d'ar Ron, hag ar C'halianed er c'hornôg.