Tarascon

kumun Bro-C'hall

Tarascon
Kastell Tarascon, war lez ar Ron.
Kastell Tarascon, war lez ar Ron.
Ardamezioù
Bro Banniel Okitania Okitania
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur
Departamant Bouches-du-Rhône
Arondisamant Arle
Kanton Tarascon (pennlec'h)
Kod kumun 13108
Kod post 13150
Maer
Amzer gefridi
Charles Fabre
2008-2014
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération Arles-Crau-Camargue-Montagnette
Lec'hienn web tarascon.org
Poblañsouriezh
Poblañs 15 525 ann. (2022)[1]
Stankter 210 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
43°48′21″N 4°39′37″E
Uhelderioù bihanañ 3 m — brasañ 200 m
Gorread 73,97 km²

Tarascon (en okitaneg hag e galleg) zo ur gêr eus Provañs hag ur gumun eus departamant Bouches-du-Rhône.

Emañ hanter-hent etre Avinhon hag Arle, war lez kleiz ar stêr Ron. En tu all d’ar stêr emañ Bèucaire, ur gêr all, e departamant ar Gard.

Al levr Tartarin de Tarascon, skrivet gant Alphonse Daudet, a gont troioù-kaer un den aleno.

Savadurioù

kemmañ
  • Iliz Santez Marta. Enni, hervez a gonter, e vije bez ar santez. Savet e voe an iliz, en doare romanek da gentañ ha gotek da c’houde, etre an XIIvet hag ar XIVvet kantved. Eus an III kantved eo ar c’hev-iliz.
  • Kastell ar roue René. Staget e voe da sevel ar c’hastell zo bremañ e 1404, gant Loeiz II, dug Anjev, kont Provañs ha roue Naplez. Kendalc’het e voe gant e vibien, Loeiz III ha Reun Iañ. Gant hennezh e voe echuet e 1449. Setu perak e vez anvet « kastell ar roue Reun ». Aloubet e voe Provañs gant Loeiz XI, roue Bro-C’hall, ha staget e voe ouzh Bro-C’hall.

E 1932 e voe prenet ar c’hastell gant ar stad ha kempennet eo bet abaoe.

Kêrioù gevellet

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA