Ronan Guéblez
Ronan Guéblez, bet ganet d'an 11 a viz Here 1958, a zo ur c'haner brezhonek ha gallek. Mab eo d'ur brezhoneger a-vihanik ha d'ur c'hallaouegerez, genidik o-daou eus Bro-Gwened.

Goude bezañ studiet e Roazhon ha tapet gantañ e ziplom ijinour labour-douar, e labour Ronan Guéblez e-pad tost da 20 vloaz en ITP (bremañ IFIP, Ensavadur ar Moc’h) a-raok mont da ganer a-vicher e 2001. Prezidant Dastum Breizh ez eo abaoe 2007. Maer Sant-Pêran e voe adalek 2000 betek 2008.
Strolladoù kemmañ
- Beb eil tro, gant Gildas Le Buhé ha Claude Le Gallic
- D'er ion d'er ias, gant Ronan Le Dissez ha Denis-Paul Reigner
- Loened Fall, gant Hervé Bertho, Thomas Lotout, Marc Thouënon ha Marthe Vassallo
Kanet en deus ivez gant Denez Prigent, Nolùen Le Buhé, Marsel Gwilhou, an Traines Meuriennes,…
Pladennoù kemmañ
Gant Loened Fall kemmañ
- An deizioù 'zo berr, An Naer Produksion, 1999
- Gouez !, An Naer Produksion, 2003
- Diwar logodenn 'vez ket razh, An Naer Produksion, 2008
- 'vel ba'r ger, An Naer Produksion, 2014