Dastum (kevredigezh)

Dastum (['dastym]; [daʃtym]) a zo ur gevredigezh diskleriet hervez lezenn 1901. E gefridi a zo ober war-dro dastum, enrollañ ha reiñ da anavezout hengoun dre-gomz Breizh istorel, e-mesk an hengoun dre gomz ec'h adkaver: kanaouennoù, sonioù, kontadennoù, mojennoù, istorioù, krennlavarioù, lavarennoù, danevelloù, testenioù…

Dastum a zo bet savet e 1972 gant ur strollad sonerien (en o zouesk: Michel Prémorvan, Erwan Berthou, Daniel L'Hermine, Jean-Yves Le Maître, Guy Jacob ha Patrick Malrieu) hag a felle dezho gouzout hiroc'h war mammennoù hag orin Sonerezh Breizh hag ar sonerezh keltiek. Youlet eo an dud er gevredigezh gant ul labour dastum, mirout ha talvoudekaat hengoun dre-gomz Breizh hag hengoun sonerezh Breizh pergen (pe 'vefe gant ar vouezh pe c'hoazh gant binvioù). Roet e vez ur sikour-arc'hant gant ar gengevredigezh Kendalc'h, daoust da-se e rankont kontañ war o mammennoù hag o amzer dezho[1].

En deroù e veze klasket ganto danvez en ur vont da gaozeal gant an dastumaderien hag an aozadurioù (evel dielloù Skol-veur Roazhon) hag a ro d'ar gevredigezh nevez-savet eiladennoù eus an enrolladennoù perc'hennet ganto. En un eil prantad, gant sikour ur rouedad a genskriverien, ez ae izili ar gevredigezh war ar maez e pep-lec'h evit enrollañ int-e o-unan kanerien ha sonerioù binvioù a bep seurt, ha da glask war-lerc'h chomlec'hioù tud ouzhpenn da atersiñ. Pep ezel ac'h en em ouestle en ur rannvro ispisial evit gellout lakaat par-ouzh-par ar stiloù, ar variezonoù hag ar sac'hadoù tonioù. An enrolladennoù koshañ bet enrollet a zo eilennoù eus rolladoù-koar enrollet gant François Vallée e miz Gouere 1900. Kavet e vez dreist pep-tra kanaouennoù Marc'harid Fulup, kanerez veur Fañch an Uhel. Al labour dastum en deus roet an tu da ober e-seurt na vefe ket disoñjet gant an dud ha da lakaat hegerz d'an dud ur c'hementad bras a deuliadoù aodio (muioc'h evit 30 000 elfenn kanet pe sonet, ha 2 000 disk), teuliadoù skrivet (tost da 20 000 kanaouenn bennak o tont eus levrioù, kelaouennoù, dornskridoù…), kontadennoù ha teuliadoù skeudennoù (skeudennoù familhoù, kartennoù-post…) hag a ro an tu da gompren gwelloc'h petra sevenadur Breizh, hag e-mesk pep-tra sevenadur ar bobl.

Palioù Dastum

kemmañ

E bal-pennañ a zo ober e-seurt ma vo hegerz an hengoun dre gomz d'ar muiañ a dud posupl. Evit en ober, e kinnig ar gevredigezh diorren ur rouedad poentoù moned hag a rofe an tu da dizhout an teuliadoù niverelaet.

Obererezh Dastum

kemmañ

Dastum a ginnig meur a obererezh:

  • dastum ha niverelat dastumadegoù (pladennoù-koar, pladennoù-vinil ha kasedigoù aodio), evit o lakaat da badout en amzer hag o skignañ gwelloc'h;
  • an dasparzhañ en ur embann hag en ur werzhañ dre lizhiri. Ar soniaoueg a vez gwelet ganto evel bezañ ur servij publik hep pal kenwerzhel ebet.

Dastum a zo an aozadur kentañ war ar mod-se o vezañ bet krouet e Bro-Frañs, a-raok na vefe drevezet gant rannvroioù all.

  • ober e-seurt ma hegerz war he lec'hienn "www.dastum.net" katalogoù gant he diazezoù teuliaouañ ha war ar marc'had un niver o vont war-greskiñ a deuliadoù niverelaet hegerz hep strizhadur ebet;
  • lakaat sevel rouedadoù poentoù-moned en ur reiñ an tu da dizhout an teuliadoù niverelaet, hag a zo anezho e-barzh meur a aozadur kevredet (poloù kevelet, skolioù sonerezh, dielloù, mediaouegoù, skolioù divyezhek, skolioù-meur…);
  • lakaat sevel kevradoù gant an hiniennoù (klaskerien, kelennerien war ar sonerezh, izili o sellout an endalc'had kinniget…) evit ar fed da sellet a-bell;
  • ur politikerezh troet war-zu an embann (levrioù, kelaouennoù ha pladennoù CD) diazezet war ar fed da lakaat hegerz dielloù ral pe dibar anezho, gant testenioù, evezhiadennoù ha dielfennadurioù kroaziet gant ar re a vev an hengoun, dastumaderien, enklaskerien, arzourien, war an hengoun-se;
  • aozañ koñferañsoù, kolokoù pe diskouezadegoù;
  • ar stummerezh.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. La chanson bretonne, Jacques Vassal, Albin Michel, 1980, p. 68

Traoù ouzhpenn

kemmañ

Pennadoù kar o sujed

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ