Sándor Petőfi (pe Petőfi Sándor hervez ar boaz hungarek, distaget [ˈpɛtøːfi ˈʃaːndor]) (1añ a viz Genver 1823 - 31 a viz Gouere 1849) a oa ur barzh hungarek hag a seller outañ evel barzh broadel Hungaria. Unan eus pennoù bras Dispac'h Hungaria e 1848 e voe. Gantañ e voe skrivet Nemzeti dal , ur varzhoneg hag a lakaas an Dispac'h da darzhañ, diouzh a lavarer.

Petőfi, livet gant Soma Orlai Petrich er bloavezhioù 1840

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe da zeiz kentañ ar bloavezh 1823 e Kiskőrös, e Rouantelezh Hungaria hag a oa ul lodenn eus Impalaeriezh Aostria da neuze. Mab e oa d’un tavarnour-kiger a orin slav ha d’e wreg, ur Slovakez anezhi. E dud a gasas anezhañ da skolioù mat met koll he madoù a reas ar familh ha rankout a reas ar mab kuitaat al lise da 16 vloaz. Mont a reas d’ober labourioù bihan e c’hoarivaoù ha da gelenn, kent mont da soudard e Sopron, etre 1839 ha 1841. Goude e voe komedian ha studier e Pápa, ur gêr eus kornôg Hungaria. Ar varzhoneg kentañ a voe embannet gantañ, e miz Mae 1842, a oa sinet Petrovics, anv e dad. Met buan, e fin ar bloaz 1842, en em lakaas da sinañ Petőfi, stumm hungarek an anv-se, hag a dalvez « mab Pêr ». Daoust da orin e dud e tiskouezas, adal e skridoù kentañ, ur vrogarouriezh entanet evit Hungaria. Ul labour kazetenner a gavas e Pest hag embann a reas un dastumad barzhonegoù kentañ e 1844. Dimeziñ a reas e miz Gwengolo 1847. Goude e levr kentañ e teuas da vezañ ur barzh hag a blije d’ar vrogarourien hag a zisplije d’ar virourien.

E Pest e taremprede tud yaouank all, lenneien ha studierien, hag en em gave kenetrezo alies da gas an hungareg war-raok evel yezh lennegel, e-lec’h an alamaneg. Ar c'hoariva a-vicher kentañ en hungareg (Pesti Magyar Színház) a voe digoret da neuze, e 1837. Bez’ e voe Petőfi e-touez pennoù an Dispac’h a darzhas e miz Meurzh 1848. Kemer a reas perzh er skrid anvet 12 Pont (12 poent, goulennoù graet ouzh an Tiegezh Habsburg) ha sevel a reas ur varzhoneg anvet Nemzeti dal hag a seller outi evel uhelboent e oberenn.

 
E varzhoneg Nemzeti dal

Lennet e voe e varzhoneg gantañ dirak ar bobl emsavet e Pest, d’ar 15 a viz Meurzh 1848, da c'helver an dud da stourm evit dizalc’hiezh Hungaria. Goude-se e kemeras perzh en emgannoù. Mont a reas Petőfi diwar wel en emgann Segesvár (Sighișoara bremañ), un emgann a-enep ar Rusianed deuet da sikour an Habsbourged. Eno, d’an 31 a viz Gouere 1849, e stourme e-kichen ar jeneral Józef Bem, un dispac’her polonat divroet. Moarvat e voe lazhet e-pad an emgann, evel m’en doa diouganet e-unan en unan eus e varzhonegoù. Abaoe e seller outañ evel un haroz hag ur barzh broadel[1].

Troet e voe lod eus e varzhonegoù en alamaneg hag e tchekeg, hag eñ bev c’hoazh, ha meulet e voe e oberenn gant Nietzsche ha gant Victor Hugo. Goude e varv e teuas da vezañ, dre Europa a-bezh, un arouez eus ar stourm evit frankiz Hungaria[2].

Notennoù

kemmañ
  1. Illyés, Gyula. Jean Rousselot (trad.). Vie de Petőfi (e galleg). Gallimard, Pariz, 1962
  2. Didier, Béatrice (ed.). Dictionnaire universel des littératures, Presses Universitaires de France, Pariz, 1994, levrenn 3, pp. 2796-2797

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.