Sailly-lez-Cambrai
kumun Bro-C'hall
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv | Sailly-lez-Cambrai |
Skoed | |
Lec'hiadur Sailly-lez-Cambrai en Arondisamant Cambrai | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Norzh |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Cambrai |
Etrekumuniezh | Communauté de communes de l(ouest-Cambrésis |
Kanton | Cambrai-Kornôg |
Kod INSEE | 59521 |
Kod-post | 59554 |
Maer | Marie-Thérèse Doigneaux |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 3,28 km² |
Led | 50° 11' 33" Norzh |
Hed | 03° 10' 42" Reter |
Uhelder kreiz | .. m |
Uhelder bihanañ | 55 m |
Uhelder brasañ | 82 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 450 (2011) |
Stankter | 137 a./km² |
Lec'hienn ar gumun |
Sailly-lez-Cambrai a zo ur gumun eus departamant Norzh e Bro-C'hall.
Istor
kemmañXIXvet kantved
kemmañXXvet kantved
kemmañ- Brezel-bed kentañ: kemeret e voe Haynecourt, Sailly ha Cantimpré d'ar 26, 27 ha 28 a viz Gwengolo 1918 gant ar 1añ hag an 11vet Rannluioù Kanadian[1].
Monumantoù ha traoù heverk
kemmañ-
An iliz.
- Iliz katolik Saint Aubert, bet savet goude ar Brezel-bed kentañ, bet akempennet nevez zo.
Bered ar C'hommonwealth: Cantimpre Canadian Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Kanada | 222 |
Rouantelezh-Unanet | 2 |
Hollad | 224 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet e voe gant lu Kanada e dibenn miz Gwengolo 1918. Anvet oa bet Marcoing Line British Cemetery met kemmet e voe an anv ar-lerc'h abalamour da brasañ niver (holl nemet daou) a vilourion eus Kanada beziet enni[1] [2].
Armerzh
kemmañ- Savet e voe ul labouradeg-sec'hañ sikorea gant Louis Lucas a-raok 1900. E vab Marcel Lucas a gemeras penn an embregerezh e 1905 ha dalc'het e voe da genderc'hiñ ckiore betek 1914. Damzistrujet e voe ar stal e 1918 e dibenn ar Brezel-bed kentañ. Adsavet e voe un drederenn eus ar sec'horegi hag a yeas en-dro betek 1927. Savet e voe ar breserdi en hevelep lec'h ha kroget e voe gant birviñ bier e 1923. Brasaet e voe betek kemer plas al labouradeg sikorea. Dalc'het e voe da fardañ bier betek 1970. E 1960 e oa 30 den o labourat er breserdi[3].
Douaroniezh
kemmañMelestradurezh
kemmañ-
Ar maerdi.
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 1983 | Kerzu 2007 | André Delsaux (marvet e-pad e amzer-gefridi) | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. | ||||
Meurzh 2008 | Meurzh 2014 | Marie-Thérèse Doigneaux | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Emdroadur ar boblañs 1793-2011
kemmañTud
kemmañLiammoù diavaez
kemmañDave ha notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 WW1 Cemeteries
- ↑ In Memories
- ↑ Diellaoueg Mérimée
- ↑ Cassini hag EBSSA