Sant Fursi[1] (anavet ivez evel Fursu, Fursy, Forseus, ha Furseus, marv e 650) a oa ur manac'h eus Iwerzhon hag a reas kalz da ziazezañ al lezenn a gristeniezh en Inizi Breizh-Veur hag e reter Anglia. A-hervez en doe gweledigezhioù eus ar vuhez goude ar marv. Fursi a oa unan eus ar Pevar Sant Kenedus (an Ceathrar Álainn) e deroù Iliz Iwerzhon.

Sant Fursi
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIwerzhon Kemmañ
Deiziad ganedigezh567 Kemmañ
Lec'h ganedigezhIwerzhon Kemmañ
Deiziad ar marv650 Kemmañ
Lec'h ar marvPonthieu Kemmañ
Michermanac'h Kemmañ
Kargabad Kemmañ
Urzh relijielurzh Sant Benead Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Gouel16 Genver Kemmañ

Ganet e vefe war-dro 567 en Iwerzhon, war enez Oirbsen, anvet Inisquin hiziv, el Lough Corrib, hag aet da anaon e rouantelezh Aostrazia, e Mézerolles, war-dro 648 pe 650. E anv, Fursu, a dalvez "vertuz". Emañ e ouel d'ar 16 a viz Genver. N'eo ket meneget al lec'h ma oa ganet e testenn ebet eus e amzer ha n'ouzer ket d'ar just e-men e oa bet interet.

Sant Fursi en deus savet manati Lagny, war ar Marne. e gorv a vefe bet kaset da vanati Péronne, hag a oa ur gwir "monasterium scottorum"[2]

Breur e oa da sant Foillan[3]

Notennoù

kemmañ
  1. Minihi Levenez, miz C'hwevrer 1994, Nnn 24, p. 10
  2. Minihi Levenez, miz C'hwevrer 1994, Nnn 24, p. 10
  3. Minihi Levenez, miz C'hwevrer 1994, Nnn 24, p. 12