Adelaid Bourgogn (Impalaerez)
- Ur pennad Adelaid Bourgogn zo ivez.
Adelaid Bourgogn, pe Adelaid Italia, pe Adelaid an Impalaeriezh Santel, pe Adelheid von Burgund (en alamaneg), zo ur briñsez frank ganet en Orbe, e Suis (kanton Vaud) war-dro 931, ha marvet e Seltz en 999. Lakaet eo bet da santez, met seblantout a ra bezañ bet muioc'h a bouez politikel eget a bouez relijiel en hec'h amzer.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Rodolf II Bourgogn, roue Bourgogn, ha Berta Swabia, a oa merc'h d'an dug Burchard II Swabia. Yaouank-flamm e oa pa voe dimezet da Lotar Arle, a oa roue Italia gant e dad, Huon Arle.
Hervez skridoù zo e vije bet dizenoret gant he zad-kaer « a-raok dezhi tizhout gwele e vab ». Abred e varvas he fried, pistriet e vije bet en 950 gant Berengar II, markiz Ivrea, a gemeras kurunenn Italia neuze, hag a zalc'has Adelaid en e ser en desped dezhi. Prizoniadez e oa eta. Hag hi neuze da c'hervel d'he sikour roue ar C'hermaned, Otto Iañ, a zimezas geti en 951 hag a zistroadas Berengar.
Kurunennet e voe evel impalaerez war un dro gant he fried e miz C'hwevrer 962. Intañveziñ a reas e miz Mae 973, hag he mab Otton II a renas neuze. Dizemglev avat a oa etrezi hag he merc'heg Teofano Skleraina, ha kaset e voe da gaolmoc'ha gant he mab. Met pa varvas hennezh e miz Kerzu 983 e rankas en em glevout gant ar verc'h-kaer abalamour ma oa dalc'het he mab-bihan Otton III gant Herri Bavaria, lesanvet an Tabuter. Adalek marv Teofano e miz Mezheven 991 betek an deiz ma voe Otton en oad-gour e renas war an impalaeriezh.
Mervel a reas e 999, er bloaz ma teuas he mignon Gerbert d'Aurillac da vout pab, dindan an anv a Jelvestr II. Sikour a reas sevel meur a vanati, evel hini Seltz, e-lec'h ma echuas he buhez.
Eured ha bugale
kemmañDiv wech e timezas:
- en 947 da Lotar II Italia, hag ur verc'h o doe:
- Emma Italia - ganet e 948, dimezet da Lotar roue ar Franked
- en 951, da Otto Iañ, impalaer santel ha pevar bugel o doe :
- Henry - born 952[11]
- Bruno - born 953[11]
- Matilda - born 954, the first Princess-Abbess of Quedlinburg[11]
- Otto II - born 955, later Holy Roman Emperor[11]
Ar santez
kemmañUr skoazell vras a roas d'an Iliz ha da sevenadur ar c'huzh-heol, dreist-holl da venec'h Cluny. Se zo kaoz moarvat eo bet anvet da santez ha lidet e vez d'ar 16 a viz Kerzu.
C'hoariganoù
kemmañ- Gant Antonio Salvi, en 1722, e voe savet skrid ur c'hoarigan anvet Adelaide, ha hennezh a voe savet sonerezh warnañ meur a wech, gant Giuseppe Maria Orlandini, Antonio Vivaldi, Nicola Porpora, ha Georg Friedrich Haendel
- Ur c'hoarigan "Adelaide di Borgogna" zo bet savet gant Rossini gant al levrig gant Giovanni Federico Schmidt, c'hoariet en Teatro Argentina e Roma d'ar 27 a viz Kerzu 1817.