Santez Fides
Santez Fides (Sancta Fides e latin, Sainte Foy e galleg) zo anv ur santez c'halian, eus kêr Agen, e Galia, war-dro dibenn an IIIde kantved. Enoret eo bet e Breizh ivez.
Merzherinti
kemmañ"Gwerc'hez ha merzherez" eo hervez an Iliz. Nac'h a reas dianzav he feiz kristen dirak lez-varn ar prokonsul roman, Dakian, er bloavezh 303, en amzer an impalaer Maksimian, ur marevezh heskinerezh relijiel.
Poazhet e voe war ur gwele arem ha dibennet, p'edo en he zrizek vloaz. Ganti e varvas he c'hoar Alberta, sant Caprasius, ha tud all eus kêr.
Brud
kemmañNe oa ket gwall anavezet e-maez an tolead betek an deiz ma teuas ar manac'h Avariscius, eus Conques, e Rouergue, da laerezh relegoù Santez Fides, evit o c'has d'e abati, da sachañ pirc'hirined di. Dek vloaz e vije bet o chom e kêr Agen, hag o c'hortoz ken na gavje an tu da ober e laeroñsi.
Brudet eo ar santez er broioù spagnolek evel Santa Fe.
Gwirionded
kemmañHervez istorourien zo ne vije ket bet anezhi, ha treuzkomprenet eo bet ar gerioù latin.
Anv-lec'h
kemmañ- Gwelout Sainte-Foy.
Yezhoù all
kemmañ- Feiz, e brezhoneg, meneget e Buhez ar Sent Glaoda Marigo (admbannadur 1837)[1];
- Faith e saozneg, anv-badez
- Fe e spagnoleg, Fé e portugaleg
- Fede en italianeg.
Lennegezh
kemmañ- Gant Bernard d'Angers eo bet skrivet Liber miraculorum Sancte Fidis,[2] ma konter forzh burzhudoù.
- Cançó de Santa Fe, zo ur varzhoneg e katalaneg pe okitaneg (kaoz vraz zo c'hoazh da c'houzout e pe yezh eo) zo ur meulgan d'ar santez en 593 gwerzenn eizhsilabennek, anezhi unan eus ar c'hentañ oberennoù skrivet en ur yezh romanek. Skrivet e voe en amzer ar c'hont Ramon Berenguer Iañ Barcelona, entre 1054 ha 1076. Savet eo diwar ar skrid latin, kollet hiriv, ar Passio sanctorum Fidis et Caprisii .
Skeudennoù
kemmañ-
Delwenn e Saint-Pierre de Varen
-
Abati Sainte-Foy-de-Conques
-
En abati Sainte-Foy
-
Hentoù pirc'hirined Sant Jakez
Notennoù
kemmañ- ↑ https://br.wikisource.org/wiki/Pajenn:Marigo_-_Buez_ar_Saent.djvu/703
- ↑ Robertini, Luca. Liber miraculorum sancte Fidis. Spoleto: Centro Italiano di Studi sull'Alto Medioevo, 1994. (Biblioteca di Medioevo Latino, 10).