Scarborough
Scarborough zo un anv-lec'h saoznek, eus Bro-Saoz, hag a gaver e broioù all ivez.
- Saoznekadur un anv viking eo Scarborough.
- E sagaoù ar Vikinged e kaver ar menegoù kentañ eus anv hen Scarborough : Skarthborg eo e Kormaksaga, Flateyjarbok, ha Skarthabork en Orkneyingasaga.
- Eus ar ger borg, "kreñvlec'h", e teu borough (gwelit Edinburgh, "Kreñvlec'h Edin") ; kement ha "Kreñvlec'h Skarthi" e talvez Scarborough.
- Hervez Kormaksaga, daou vreur viking anvet Kormak ha Thorgils a yeas da breizhañ Iwerzhon, Bro-Saoz ha Kembre, hag ur c'hreñvelc'h anvet Skarthborg a savjont war aod reter Bro-Saoz. Lesanv Thorgils e oa Skarthi, "Boulc'heg", alese anv al lec'h.
- E servij ar roue Harald Grafeld, a renas war Norvegia eus 960 betek 965, e oa an daou vreur ; e kreiz en Xvet kantved e voe diazezet kêr Scarborough neuze.
- Ne voe ket ar Vikinged ar boblad kentañ e Scarborough avat ; hep mar e oa un drevadenn Angl-ha-Sakson eno pa erruas ar Vikinged, hag ul lec'h-evezhiañ roman a oa bet da vare an Impalaeriezh roman[1].
Lec'hioù
kemmañ- Scarborough (Western Australia), karter e Perth
- Scarborough (New South Wales)
- Scarborough (Queensland)
- Scarborough (Maine)
- Scarborough (New York)
- Scarborough Renaissance Festival
- Scarborough Beach (Rhode Island)
E Mor Su Sina emañ Karreg Scarborough, un atoll arc'het gant meur a vro.
Tud
kemmañ- Edmund Scarborough (war-dro 1617–1671), politikour eus Virginia
- Elizabeth Ann Scarborough (1947-), skrivagnerez skiant faltazi ha moliac'h amerikan
Kan
kemmañ- Scarborough Fair, gwerz krennamzerel saoznek.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) Lec'hienn ar Yorkshire