Sègre
(Adkaset eus Segre (departamant))
Ar Sègre a oa anv un departamant gall e Katalonia, krouet d'ar 26 a viz Genver 1812, e-pad ma oa dalc'het Bro-Spagn gant armeoù Napoléon Bonaparte.
Dont a rae anv an departamant diwar hini ar stêr Segre (Sègre e galleg), adstêr d'an Ebre (Èbre e galleg). Savet e oa an departamant gant an douaroù treuzet gant ar stêrioù Segre ha Llobregat, hag Andorra ivez a oa ennañ. Ar Vall d'Aran avat a oa bet staget ouzh departamant gall an Haute-Garonne.
Puigcerdà a oa ar pennlec'h, ha Talarn, Solsona ha Cervera a oa pennlec'hioù-arondisamant.
Diskaret e voe an departamant e 1814, pa'z eas kuit an armeoù gall a oa e Spagn abaoe 1807.