Serval
| |||
---|---|---|---|
L. serval
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Felidae | ||
Genad : | Leptailurus | ||
Anv skiantel | |||
Leptailurus serval Schreber, 1776 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar serval (Leptailurus serval) zo ur c'hazh eus Afrika, krenn e vent. Ar spesad nemetañ eo er genad Leptailurus.
Muzuliañ a ra 85 cm gant ul lost 40 cm. Un aneval moan eo gant pavioù hir hag ul lost berr a-walc'h. Hirgelc'hiek ha tost an eil ouzh eben eo e zivskouarn. Liv e vlevenn zo diouzh an isspesadoù. Bej eo ar peurliesañ gant marelloù du bras a-walc'h. Un nebeud pennoù o deus marelloù kalz bihanoc'h hag un nebeud arall a zo du penn-da benn. Un nebeud servaled gwenn a zo ganet er mirvaoù.
Boutin a-walc'h eo ar serval en Afrika. Aet da get eo, avat, er C'hap hag en arvar emañ en Afrika an Norzh. Ar savanenn eo e annez pennañ, daoust ma kaver ar pennoù du er menezioù. Ezhomm en deus eus dour en e dachenn ha ne c'hell ket bevañ er rannvroioù re sec'h.
Hemolc'h a ra krignerien, gedon, damaned, evned hag antilopenned bihan. Chaseet e vez gant ar panterennoù ha hemolc'het e vez gant an den evit e greoñ.
Ar parezed a c'han etre unan ha pemp kolen a vez desavet en ul lec'h kuzh evel un douarenn zilezet.
N'eo ket ar serval ul loen-ti met e zoñvaat a c'heller. Ul liamm kreñv en deus gant e berc'henn. Gouennañ gant ar c'hizhier-ti a c'hell ober hag an hironed a vez graet Savannah anezho. Gallout a ra gouennañ ivez gant ar c'harakal.
Isspesadoù
kemmañ- Leptailurus serval serval, Proviñs ar C'hap
- Leptailurus serval beirae, Mozambik
- Leptailurus serval brachyura,Afrika ar c'hornôg, Sahel, Etiopia
- Leptailurus serval constantina, Aljeria (en arvar)
- Leptailurus serval hamiltoni,Transvaal ar reter
- Leptailurus serval hindeio, Tanzania
- Leptailurus serval ingridi, Namibia, Botswana ar Su, Zimbabwe
- Leptailurus serval kempi, Uganda
- Leptailurus serval kivuensis, Kongo
- Leptailurus serval liposticta,Angola an Norzh
- Leptailurus serval lonnbergi, Su Angola
- Leptailurus serval mababiensis, Hanternoz Botswana
- Leptailurus serval robertsi, Transvaal ar c'hornôg
- Leptailurus serval togoensis, Togo, Benin
Liammoù diavaez
kemmañ