Seziz Leningrad

(Adkaset eus Sez Leningrad)

E-kerzh an Eil Brezel-bed e voe lakaet seziz war Leningrad gant an Trede Reich ha Finland.

Seziz Leningrad
Tamm eus Eil Brezel Bed
Leningradiz e-kerzh ar Seziz
Maread 8 Gwengolo 1941 - 18 Genver 1944
Lec'h Leningrad (bremañ: Sankt Peterbourg)
Disoc'h trec'h al Lu Ruz
Emgannerien
Unaniezh SoviedadAlamagn nazi
Finland
Pennoù-brezel
Kliment Vorochilov
Gueorgui Joukov
Wilhelm Ritter von Leeb
Georg Küchler
Niver a emgannerien
930 000725 000
Kolloù
300 000 soudard, >1 milion nannsoudardDianav

D'an 8 a viz Gwengolo 1941 e krogas ar seziz. Padout a reas tost da 900 devezh, betek an 18 a viz Genver 1944. Daou vilion a dud a gollas o buhez. Savet e voe hentoù hag hentoù-houarn gant Soviediz war al Lenn Ladoga : tu-se hepken a chome evit daremprediñ al lec'hioù dalc'het gant al Lu Ruz.

Disorc'hoù war ar gêr

kemmañ

Tuddebrerien

kemmañ

Brudet eo chomet ar fed ma vije bet tuddebrerien e-kerzh Seziz Leningrad. E-pad pell ez eo chomet diasur ma oa gwirvoud pe mojennoù. Kroget eo da vezañ gwiriet da vat dre studiañ dezrevelloù an NKVD er goañv 1941-42, a oa chomet kuzh betek 2004. An darn eus ar prouennoù a-raok an darvoud-se a oa reoù damvojennel. Ar gazetennerez saoz Anna Reid he doa embannet e oa "evit darn an dud er mare-se, tuddebriñ a oa bet istorioù spont a eil dorn muioc'h evit na oa eñvorennoù personel" [1]. Tud Leningrad a oa saouzanet gant an istorioù tud debret gant tud all ; lod anezho na oant ket a-du gant sentiñ ouzh ar polis a voe drouktunet da vezañ lakaet en toull gant tuddebrerien.

Hervez dezrevelloù resis an NKVD e oa bet krog lod tud da zebriñ kig den d'an 13 a viz Kerzu 1941. Hervez an testennoù e oa bet 13 darvoud, eus ur vamm o vougañ ur babig 18 miz evit boueta an tri bugel koshoc'h, betek ur plomer o lazhañ e wreg evit reiñ anezhi da zebriñ d'e vibien ha d'e nizezed.

E miz Kerzu 1942, an NKVD en devoa harzet 2 105 tuddebrer – rannet ganto etre daou strollad hervez lezenn : debrerien korfoù-marv (трупоедства trupoyedstva, "kelanezadezh") ha tuddebrerien (людоедства lyudoyedstva "kanibalegezh"). Ar re gentañ a veze kondaonet d'an toull-bac'h alies padal an eil re a veze lazhet dre dennoù.

Tud brudet e-kerzh ar seziz

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Anna Reid : Leningrad – The Epic Siege of World War II, 1941-1944 ; Londrez : Bloomsbury Publishing, 2011 (ISBN 080271594X)

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. For most people at the time, cannibalism was a matter of second-hand horror stories rather than direct personal experience ; Reid 2011 p. 286.