Sez Marsilha (1524)

Sez Marsilha e miz Eost betek Gwengolo 1524 a oa bet un obererezh brezel e-kerzh C'hwec'hvet brezel Italia (1521-1525) gant lu Karl V an Impalaeriezh Santel, renet gant ar Gall Charles de Bourbon hag ar Spagnol Fernando de Ávalos. An oberiadur a oa bet un taol bazh en dour evit an dagerien, a voe rediet da gilañ dre ma oa ul lu c'hall sikour renet gant Frañsez I.

Sez Marsilha (1524)
emgann, seziz
Rann eusC'hwec'hvet brezel Italia Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hMarselha Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°17′48″N 5°22′35″E Kemmañ
Deiziad kregiñ1 Eos 1524 Kemmañ
Deiziad echuiñGwengolo 1524 Kemmañ
Map

Disoc'h

kemmañ

Kolloù bras a oa bet evit an dagerien. Preizhet e oa bet ar maezioù ganto memestra a-raok kilañ buan. Soudarded Karl V a oa aet kuit diouzh Provañs, met, distroet en Italia goude-se, e oant bet trec'h en Emgann Pavia e 1525.