C'hwec'hvet brezel Italia
C'hwec'hvet brezel Italia, anvet ivez ar Brezel pevar bloaz a-wechoù, a c'hoarvezas adalek 1521 betek 1526 etre rouantelezh Bro-C'hall hag he harperien, Herri II Navarra (breur-kaer ar roue gall) ha Republik Venezia en un tu, hag an impalaer Karl V hag e harperien, ar roue saoz, Herri VIII, ha Stadoù ar Pab en tu all. Guillaume Gouffier de Bonnivet (~1488-1525) a oa penn meur an arme c'hall.
C'hwec'hvet brezel Italia | |||
---|---|---|---|
Emgann Pavia, disin
| |||
Ditouroù hollek
| |||
Mare | 1521-1525 | ||
Lec'hioù | Italia, Bro-C'hall, Spagn | ||
Disoc'h | Trec'h an Tiegezh Habsburg | ||
Emgannerien
| |||
Bro-C'hall | Impalaeriezh santel | ||
Navarra | Spagn | ||
Republik Venezia | Bro-Saoz | ||
Stadoù ar Pab | |||
Gourc'hemennerezh
| |||
|
Istor
kemmañPa voe dilennet Karl V e penn an Impalaeriezh santel roman german en em gavas gronnet Bro-C'hall gant broioù hag a oa e dalc'h an Tiegezh Habsbourg : Spagn, an Impalaeriezh santel, an Izelvroioù ha Rouantelezh Naplez. Estroc'h evit en Italia e voe brezel neuze, hogen en Italia bepred dreist-holl.
Klask a reas ar C'hallaoued adkemer Rouantelezh Naplez. D'an 29 a viz Ebrel 1522 avat e voent faezhet en emgann Bicocca e-tal Milano, ma rankjont kuitaat ar vro. Francesco Maria Sforza a voe roet dezhañ kurunenn an duged gant an Impalaer.
En miz Gwengolo 1523 en em savas Charlez III Bourbon, konestabl ha kentañ ofiser rouantelezh Bro-C'hall, ha mont a reas da servij an Impalaer Habsburg. E kreisteiz ar rouantelezh e talc'has Odet de Foix, marichal de Lautrec, ken e rankas an arme spagnol paouez gant seziz kêr Baiona.
E 1524 e rankas an armeoù gall kuitaat Lombardia ha leuskel o c'hanolioù war o lerc'h zoken, e-pad o c'hiladeg. Lazhet e voe Pierre Terrail, anavezet evel ar marc'heg Bayard, pimpatrom an harozed c'hall, d'an 30 a viz Ebrel 1524, o tifenn ar giladeg.
E miz Gouhere 1524 e lammas an armeoù spagnol, renet gant Charlez III Bourbon, war Provañs. Tro wenn a rejont dirak Marselha avat, ha mont a reas ar C'hallaoued da vrezeliñ adarre en tu all d'an Alpoù e miz Here. Adkemeret e voe Milano d'ar 26 a viz Here ha mont a reas ar Spagnoled da repuiñ da Lodi ha Pavia. E-pad tri miz e voe lakaet seziz war Bavia gant ar C'hallaoued, met dont a reas un arme impalaerel da reiñ dorn d'ar Spagnoled, dindan ar jeneral Georg von Frundsberg, e miz C'hwevrer 1525.
En emgann Pavia e voe faezhet ar C'hallaoued ha prizoniet o roue Frañsez Iañ gant an arme impalaerel renet gant Charlez III Bourbon. Kaset e voe ar roue da Spagn, ma rankas chom bloaz prizoniet a-raok lakaat e vibien da zont en e lec'h. Da Spagn ivez e voe kaset ar roue Herri II Navarra, met hennezh a deuas a-benn da dec'hel, un taol-kaer a voe brudet-bras en amzer-se, hag a roas tu dezhañ da zimeziñ da c'hoar ar roue gall.
-
Douaroù etre daouarn Karl V en Europa
-
Emgannoù e Lombardia
-
Ar roue gall prizoniet e Pavia
(Disin, lakaet war anv Maarten van Heemskerck) -
Charlez III Bourbon
(Disin, c. 1630) -
G. Gouffier de Bonnivet
(Jean Clouet, c. 1516)