Sintel

Skritell ar film
Filmdata
Titl orin Sintel
Bro produiñ Izelvroioù
Deuet er-maez 27 a viz Gwengolo 2010 (er sinema)
Miz Here 2010 (e DVD)

30 a viz Gwengolo (war Internet)[1]

Yezh orin Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 14 munutenn 48 eilenn (888 eilenn) munutenn
Boujedenn 400,00 €[2]
Pare
Filmaozer Colin Levy
Produer Ton Roosendaal
Skrivagner Martin Lodewijk, Esther Wouda
Sonerezh Jan Morgenstern

Sintel a zo trede film-berr frank eus ar Blender institute, goude Elephants Dream ha Big Buck Bunny. E anv kod a oa Durian, aozet eo bet gant poelladoù frank hepken (war-bouez evit ar sonerezh) ha gant ar poellad Blender dreist-holl[3]. Ar film a zo dasparzhet dindan al lañvaz Creative Commons Attibution 3.0[4]. Holl ar restroù o deus servijet evit aozadur ar film a vo lakaet war internet da pellgargañ en un doare dieub e-pad an diskar-amzer 2010.

Ar produadur a zo bet diskleriet ar 5 a viz Mae 2009, ha kroget eo bet da vezañ aozet ar 1añ a viz Gwengolo 2009. Ur c'hentañ skignadenn a zo bet d'ar 27 a viz Gwengolo 2010 en Izelvroioù[5]. Ar film a zo war Internet abaoe an 30 a viz Gwengolo 2010[6]. Evel evit ar raktresoù all, krouet eo bet gant ar pal lakaat en a-raok ha gwelaat Blender, met ar wech-mañ en ur wiriekaat savadur ar stumm 2.50 eus ar poellad[7].

Tem ar film-berr a zo bed an heroic fantasy. An anv kod a zeu eus durian, frouezh eus Gevredazia , a zo, evel ma lar an aozerien :

An durian a zo frouezh aziat, vil ha flaerius, met saourus. Un anv kod dreist evit ur raktres film evit ar grennarded, war tem troioù-kaer gant kalz a virvilh, euzhviled hag un harozez !

Ar meizad orin a zo bet aozet gant Martin Lodewijk, anavezet en Izelvroioù evit comics, met ar skript a zo bet skrivet gant Esther Wouda, asambles gant Colin Levy (aozer), David Revoy (concept art), ha Ton Roosendaal (produour)[7]. Ar skipailh, stummet gant tud a youl vat choazet e touezh 150 kannad, a oa savet gant 6 arzour ha daou diorroer. Deuet eo 5 arzour all e-pad ar produadur.

Istor kemmañ

Ur plac'h yaouank, Sintel, a gav un aerouantig gloazet war un doenn. Pareañ a ra anezhañ ha kavout a ra un anv : Scales. Siwazh, skrapet eo gant un aerouant gour. Sintel a glask neuze war e lerc'h er ur bed dañjerus...

Izili ar raktres kemmañ

Listenn an izili er raktres a zo bet diskleriet an 20 a viz even 2009, savet eo gant[7]:

Produour :

Meizad :

Skipailh :

  • Colin Levy (aozour, 3D hollek)
  • Angela Guenette (modeladur, rigging, bevaat)
  • Ben Dansie (3D hollek)
  • Nathan Vegdahl (rigging, bevaat)
  • Lee Salvemini (bevaat)
  • Soenke Maeter (materi, gouloù, kompozadur)
  • Pablo Vazquez (gouloù, kompozadur)
  • Beorn Leonard (bevaat)
  • William Reynish (bevaat)
  • Jeremy Davidson (bevaat)
  • Dolf Veenliet (skeudennadur, kompozadur)
  • Jan Morgenstern (sonerezh, sonioù)

Skor teknikel :

  • Brecht van Lommel
  • Campbell Barton

Mouezhioù[8],[9]:

Poelladoù implijet kemmañ

Gwelet ivez kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Daveoù kemmañ

  1. (en) [1]
  2. Blender Foundation Releases Open Source Movie Sintel
  3. (en)https://web.archive.org/web/20101110012117/http://www.sintel.org/about
  4. (en)https://web.archive.org/web/20101112150239/http://www.sintel.org/sharing
  5. (en)http://durian.blender.org/news/sintel-official-premiere/
  6. (en)http://durian.blender.org/news/online-film-release-september-30/
  7. 7,0 7,1 ha7,2 (en)http://durian.blender.org/about/
  8. (en)http://durian.blender.org/news/casting-line-up-thom-hoffman-and-halina-reijn/
  9. (en)http://durian.blender.org/news/in-the-studio-with-halina-rijn-and-thom-hoffman/