Sivet Afrika
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Viverridae | ||
Genad : | Civettictis | ||
Anv skiantel | |||
Civettictis civetta Schreber, 1776 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Sivet Afrika (Civettictis civetta) a zo ur bronneg hag a vev en Afrika. Ar spesad nemetañ eo er genad Civettictis.
Bevañ a ra er savanennoù hag er c'hoadeier. Ral eo el lec'hioù krin, nemet a-hed stêrioù 'zo er rannvroioù sec'h (evel e Niger, Mali pe Tchad).
Doareoù pennañ
kemmañBrasañ spesad viverrideged Afrika eo ar sivet-mañ, ouzhpenn 1 m e hirder ha 15 kg a bouez ennañ.
Tennañ a ra e fas ouzh hini ar rakoun. Ur moue a red a-hed e livenn-gein hag a sav a-bik pa vez fromet pe chalet al loen.
Gouennañ
kemmañAr barez a c'hell genel reoù vihan div pe deir gwech ar bloaz, goude un dougen daou viz. Etre 1 ha 4 c'holen blevek a ya d'ober pep torad.
Goude bezañ denet o mamm e-pad 6 sizhun e c'hell ar siveted bihan debriñ boued solut pourchaset dezhe. Gouest int d'en em vagañ o-unan adalek o eil miz. Un hollzebrer eo sivet Afrika ha debriñ a ra frouezh, gagnoù, krignerien, amprevaned, vioù, stlejviled, hag evned.
Emzalc'h
kemmañOberiant eo sivet Afrika diouzh an noz dreist-holl. Kousket a ra er geot stank pe er brousgwez. Un neizh a vez graet gant ar barez p'emañ gant he reoù vihan.