Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur skalier zo ur seurt savadur bihan, pe savadenn vihan, en un ti pe ouzh un ti peurliesañ. Skalieroù a vez ivez er c'hêrioù a-wechoù pe war ar maez a-wechoùigoù, hag a zo graet evit pignat d'ul lec'h uheloc'h, pe diskenn izeloc'h. Alies e vez lavaret un diri ivez (dirioù neuze el liester), pe ur viñs zoken.

Skalieroù Brelevenez (Lannuon)
Skalier diavaez e Venezia, Italia.

Evit rannañ an dremenadenn etre frapadigoù e vez lakaet un heuliad pazennoù, pep hini lakaet uheloc'h eget eben betek al live uhelañ hag evel-se ne vez nemet ur c'hammedig d'ober evit pignat pe diskenn bep tro. Pep pazenn a vez lakaet war div zousennad santimetroù uheloc'h peurvuiañ.
E prenn pe e maen pe e metal pe e simant pe e gwer e c'hell bezañ graet an dirioù. Koulskoude e c'heller krediñ eo bet ijinet an dirioù dre doullañ pazennoù war douar an diribinoù evel ma vez graet e lec'hioù meneziek zo. Kavet e vez dirioù toullet er c'herreg ivez. Stumm kozh an dirioù fardet a zo bet ar skeul ivez, homañ e prenn peurvuiañ.

Meur a stumm a zo d'an dirioù : eeun, rodellet, troidellet (anvet biñs neuze), darn o devez kornioù.

Skalieroù bras e kêrioù Breizh

kemmañ

Geriaoueg

kemmañ

Kanaouenn

kemmañ

E Pardon Kolloreg e kaner:

  • An deiz-all ha me oa bet e pardon Koloreg Me 'm'a gwelet ma mestrez war skalier ar vered.

Skeudennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.