Skarn a oa anv ur strollad sonerezh folk metal breizhat ha brezhonek bet savet e 2011 e Roazhon. Redek al leurennoù hag ar festoù-noz a reas e Breizh ha pelloc'h e-pad eizh vloaz.

Izili kemmañ

Pladennoù kemmañ

Ur CD pevar zitl, anvet « Yenijenn », a voe enrollet e 2013, ar sonerezh savet gant Skarn hag an holl gomzoù gant Moran Dipode.

  1. Vae Victis (4:19)
  2. Ra Vi Daonet (4:43)
  3. Evit ur Plac'hig (4:27)
  4. Un Hunvre Hepken (4:19)

A-c'houde kimiad Moran Dipode, aet da vevañ er Rouantelezh-Unanet, e paouezas Skarn da seniñ er festoù-noz e miz Ebrel 2019. Leisly Castillo eus Monterrey e Mec'hiko eo kanerez nevez ar strollad, a zo anvet NightSeed bremañ.

Gouzout hiroc'h kemmañ