Skeuliad Beaufort
(Adkaset eus Skeul Beaufort)
- Evit implijoù all, gwelet Beaufort.
Skeuliad Beaufort nerzh an avel, ent-berr Skeuliad Beaufort pe Skeul Beaufort, a dalvez da gementadiñ nerzh an avel. Trizek derez zo enni, eus 0 da 12. Ijinet e oa bet gant an amiral saoz Francis Beaufort (1774-1857) – distaget /ˈbəʊfərt/ e saozneg – er bloaz 1805.
An derezioù
kemmañNerzh | Termen | Tizh e skoulmoù | Tizh e km/h | Stad ar mor | Efedoù war an douar | |
---|---|---|---|---|---|---|
0 | Kalm[1] | 0-1 | 0-1 | Mor evel ur melezour Gwagennoù 0 m |
Moged o sevel eeun | |
1 | Lizennig | 1 da 3 | 1 da 5 | Mor o rizenniñ Gwagennoù 0 - 0,2 m |
Moged o vont tu pe du. Ne dro ket ar gwiblennoù. | |
2 | Aezhennig | 4 da 6 | 6 da 11 | Gwagennoùigoù berr 0,2 - 0,5 m | Delioù o fiñval. | |
3 | Avelig | 7 da 10 | 12 da 19 | Gwagennoù bihan 0,5 - 1 m | Nijal a ra ar bannieloù. Skourroùigoù o fiñval. | |
4 | Avel vat | 11 da 16 | 20 da 28 | Gwagennoù o kreskiñ, 1 - 2 m | Poultr o sevel. | |
5 | Avel yac'h | 17 da 21 | 29 da 38 | Koummoù niverus | Gwez bihan o hejañ. | |
6 | Avel greñv | 22 da 27 | 39 da 49 | Koummoù uhel 3 - 4 m, fru | Skourroù bras o hejañ. | |
7 | Gwall avel | 28 da 33 | 50 da 61 | Koummoù uhel 4 - 4,5 m | Gwez o hejañ. | |
8 | Barr amzer | 34 da 40 | 62 da 74 | Koummoù 5,5 - 7,5 m | Skourroù torret. | |
9 | Gwall amzer | 41 da 47 | 75 da 88 | Koummoù 7 - 10 m ; ne weler ket mat gant ar fru | Maen glas, traoù torret. | |
10 | Tourmant | 48 da 55 | 89 da 102 | Koummoù 9 - 12,5 m | Gwez diskaret, traoù drailhet. | |
11 | Follentez | 56 da 63 | 103 da 117 | Mor eonek holl, koummoù 11,5 - 16 m | Dismantr. | |
12 | Avel diroll pe Korventenn | 64 ha + | 118 ha + | Koummoù ≥ 14 m ; fru a-leizh, mor eonek, ne weler ket sklaer | Dismantr bras. |
Levrlennadur
kemmañ- Fichenn Nerzh an Avel embannet gant Skol Ober.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Fichenn an avelioù savet gant Skol Ober, adkemeret e-barzh L. Andouard Brezhoneg ar Mor, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 128; Geriadur brezhoneg An Here p. 668a.