Skylla (Σκύλλα e henc'hresianeg) a oa ur briñsez, merc'h da Nisos, roue Megara, e mojennoù Hellaz kozh. Trubardiñ a reas he zad dre garantez ouzh Minos.

Skylla
mythological Greek character
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Lec'h ar marvSkyllaion Kemmañ
TadNisos, mab da Bandion Kemmañ
MammAbrota Kemmañ
Appears in the form ofevn Kemmañ
Skylla oc'h orgediñ ouzh Minos.

Mojenn

kemmañ

Kontet eo ar vojenn gant Ovidius er Metamorfozoù. Ar roue Nisos en devoa ur guchennig blev mouk ha ganti e oa difaezhus. Minos, roue Kreta a aloubas rouantelezh Nisos, ha Skylla en gwelas eus mogerioù kêr hag a orgedas kenkent outañ. Evit gounit kalon Minos e fellas dezhi reiñ an trec'h dezhañ o vont da gemer alc'hwez kêr eus kerc'henn he zad d'he reiñ d'he c'haredig Minos.

Heuget e voe an tad gant emzalc'h e verc'h, kuitaat a reas Megara kenkent. Hi a voe troed en evn-mor (ciris), hag he zad a vez atav war he lerc'h, en erer-mor (haliaeetus). (Ovidius VIII, 6-151, esp. 154-151)

Tennañ a ra istor Skylla da hini Komaitho, merc'h Pterelaos.