Sofouriezh

(Adkaset eus Sofourien)

Sofour ha sofouriezh a zo gerioù a vez graet eus tri zra disheñvel mat.

  1. un toullad prederourien, prezegerien ha kelennerien hellazat er Vvet kantved kent JK hag un tamm war-lerc'h;
  2. gant Platon, ha gant an darn vrasañ eus ar brederourien betek hon amzer, ar weadenn graet a-ratozh-kaer d'ar poellata evit tizhout ur pal mezhus, gant doareoù hag arguzennoù a bep seurt, evit kreñvaat e du.
  3. bleuñvadur ar preder ha kelenn ar retorik, adalek ar IVe kantved kent JK, met dreist-holl adalek an Eil kantved goude JK en Impalaeriezh roman.

Ar sofouriezh kentañ

kemmañ

Ar selled kevredigezhel

kemmañ

Ar c'hemm a rae tud Hellaz etre ar sophrôsuné (furnezh-muzul/moder) hag ar sophia (furnezh-gouiziegezh). E-touez ar re a rae war-dro ar furnezh-gouiziegezh e voe tud a veze graet ar sophoi anezho, (furien, "doezion" ), ha goude ar philosophoi (klaskerien ar sophia, filosofed - gwelout Pythagoras). Entre an daou e oa ar sophistai (mailhed war ar sophia, implijet e veze ar ger d'ober anv eus ar ouiziegezh teknikel, seniñ gant ur benveg da skouer). Daoust ma n'haller ket komz eus ur skol ervat eo sklaer e oa meur a soñj nevez a oa boutin d'an dud-se. E-kerzh ar Vvet kantved kent JK e oa un toullad sofourien, genidik eus ar c'hêrioù bihan, o redek ar vro hag o kelenn ar sophia. N'eo ket evit netra ar c'hentelioù, ker int, met prometet e vez d'ar skolidi (tud yaouank a renk uhel peurvuiañ) ober berzh goude. Kontrol d'ar sophos pe d'ar philosophos a fell dezho treiñ o skolidi e sophoi pe philosophoi war-lerc'h, ne fell ket d'ar sofourien ober sophistai, met tud a vo gouest da brederiañ, da arguzenniñ, da c'houarn.

Treiñ a rejont diwar ar skiantoù hag ar brederouriezh evit plediñ gant studioù pleustrekoc'h, dreist-holl ar retorik, ar politikerezh, hag al lezenn, barregezhioù a oa ezhomm da Hellaziz yaouank evit ober berzh er gevredigezh. Reiñ a raent bod da anaoudegezh an arzoù hag ar micherioù. Berzh a raent, met enebiezh outo a oa ivez pa gave da lod e oant o lakaat dizurzh ha dispac'h er gevredigezh. Ne chom netra eus o oberennoù, pe dost, rak lakaat a raent da baeañ evit o c'helennerezh dre gomz. Evit bevañ e oa gwelloc'h dezho gwerzhañ eget reiñ.

Sofourien

kemmañ

Ar brudetañ sofourien e oa Protagoras, mailh war ar gwir, Gorgias, ampart war ar retorik, Prodikos, unan eus ar re gentañ da studiañ ar yezh hag ar yezhadur, Hippias Elis, a lavare e ouie pep tra. Re all a voe, ha darn moarvat ne oant ket gwall onest: dezho e oa trawalc'h bezañ trec'h war arguzennoù an enebour.

Darn, evel Trasimac'hos, a lavare ne oa gwir ebet gant an den gwan e-skoaz an den kreñv.

Prodikos a lakaas studi ar yezh da vont war-raok o lavarout e oa ret diwall ouzh ar gerioù a c'halle kaout meur a ster, ma klaske ster resis ar gerioù a-raok o implij evit ma ne vije ket kemmet o ster er gaoz. ....

Gallout a reer lavarout eo gant burutellerezh sokratek arguzennoù ar sofourien eo bet savet an hentenn brederouriezhel, hep ankouaat ar skoazell degaset ganto da gas war-raok skriantoù al lavar hag yezhadur.

Levrlennadur

kemmañ