Louis de Sol de Grisolles

(Adkaset eus Sol de Grisolles)

Louis Charles René de Sol de Grisolles, bet ganet d'an 29 a viz Kerzu 1761 e Gwenrann hag aet d'an anaon d'an 13 a viz Ebrel 1836 e Bourdel, a oa ofisour er verdeadurezh c’hall ha, goude an Dispac'h gall, e penn ar chouanted e-kichen Roc'h-an-Argoed, Redon ha Muzilheg.

Louis de Sol de Grisolles war-dro 1800-1804
Louis de Sol de Grisolles war-dro 1800-1804


Da vare emsavadeg 1793 e kemeras Roc'h-an-Argoed. En 1795 e voe anvet da goronal gant Jorj Kadoudal hag en 1797, da gomandant 4e lejion Arme Chouaned ar Morbihan. En 1800, e kemeras perzh en Emgann Pont al Loc'h.

Harzet e voe Sol de Grisolles en 1800, ha bac'het betek 1803. Pa voe dieubet ez eas gant Jorj Kadoudal da irienniñ a-enep ar c'honsul gall Napoleone Buonaparte. Harzet e voe adarre e miz Here 1804, pan erruas e Pariz. Jahinet e voe gant poliserien Fouché, tennet e ivinoù dioutañ, evit ober dezhañ disklêriañ anvioù e gamaraded. Anv ebet ne roas, advac'het e voe betek 1815 pa voe distroadet Napoleon.