Sophia Charlotte von Platen-Hallermund
Sophia Charlotte von Platen-Hallermund (1675 – 1725) a oa ur gontez alaman, merc'h da Clara Elisabeth von Platen (1648–1700). He mamm a oa serc'h da Ernst August von Hannover (1629-1698), Dilenner Hannover. Pried he mamm, Franz Ernst, Baron von Platen (1631–1709), a oa he zad ofisiel, met an holl el lez a ouie e oa merc'h d'an Dilenner. E 1689 e voe anvet ar baron da gont, ha setu Sophia da gontez war un dro da 14 vloaz. En em glevout mat a rae Sophia gant he lezbreur Georg, pennhêr he zad Dilenner, hogen diwall a rae an Dilennerez ned aje ket re bell an darempred etrezo.
Pa varvas he zad, an Dilenner, e 1698, eo he lezvreur Georg (1660 – 1727), a voe Dilenner Hannover war-lerc'h o zad.
En 1701 e timezas Sophia Charlotte da Johann Adolf, Baron von Kielmansegg (1668–1717), a rae war-dro kezeg ha marchosioù an Dilenner. Tri mab o doe ha div verc'h, ha Charlotte (1703–1782), a zimezas da Emanuel Howe, Beskont Howe.
E 1714 e varvas Anne, rouanez Breizh-Veur, e Londrez, hag he c'henderv Georg, Dilenner Hannover, an hini a deuas da vout roue Breizh-Veur war he lerc'h, hag eñ 54 bloaz. Mont a reas Sophia hag he ziegezh d'e heul da Londrez da chom. En em glevout mat a rae gant tud al lez eno, a gave dezho e oa serc'h d'ar roue, met bec'h he deveze gant Melusine von der Schulenburg, serc'h he lezvreur, ha gant priñsez Kembre, merc'h-kaer d'ar roue, a rae fae warni, hag a zroukkomze diwar he fenn.
E 1716 e voe anvet Melusine da Zugez Munster hag e 1719 da Zugez Kendal. Mervel a reas pried Sophia er bloaz goude, e 1717. E 1721 e voe anvet da Zugez Leinster ha bloaz goude da Gontez Darlington ha Baronez Brentford.