Sophie Charlotte von Hannover
Sophie Charlotte (1668–1705) a oa ur briñsez alaman eus ar XVIIvet kantved.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Ernst August, dilenner Hannover adalek 1698, ha d'e bried Sophie von der Pfalz. Filhorez e oa d'he c'heniterv Liselotte von der Pfalz, a oa merc'h-kaer d'ar roue gall Loeiz XIV.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e voe e 1684 da briñs-dilenner Brandenburg, Friedrich III von Brandenburg, intañv goude marv e bried kentañ er bloaz a-raok.
Daou vab o doe:
- Frederig Prusia (1685-1686), marvet en bugel
- Frederig Gwilherm Iañ Prusia (1688-1740), roue Prusia (1713-1740), dimezet en 1706 da Sophie Dorothea von Hannover
E 1701 avat e teuas he fried da vezañ roue Prusia ha Sophie Charlotte a voe kentañ rouanez Prusia. Mervel a reas tri bloaz goude e 1704.
Addimeziñ a reas he fried intañv, tri bloaz goude, en 1708, da Sophie Luise von Mecklenburg-Schwerin (1685-1735).
Kastell
kemmañAnvet eo kastell Charlottenburg, e Berlin, diwar hec'h anv dezhi.