Tuatara
| |||
---|---|---|---|
Sphenodon punctatus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Reptilia | ||
Urzhad : | Sphenodontia | ||
Kerentiad : | Sphenodontidae | ||
Genad : | Sphenodon | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An tuataraed a zo stlejviled hag a denn d'ar glazarded hag a zo brosezat e Zeland Nevez. Ne chom nemet daou spesad bev hiziv an deiz en urzhiad-mañ (Sphenodontia) pa oa bras an niver anezho 200 milion a vloavezhioù 'zo. Dont a ra o anv eus ar maorieg ha talvezout a ra kement ha pikoù war e gein. Gwarezet int gant ul lezenn embannet e 1895 dre m'emaint en arvar da vont da get diwar daou abeg pennañ: o zachenn-vevañ a ya war vihanaat ha preizherien nevez zo bet degaset gant mab-den (razh Polinezia (Rattus exulans) en o zouez).
An tuataraed zo glas-gell, betek 80 cm a hirder hag 1,3 kg a bouez enno. Ur gribenn dreinek a red a-hed o c'hein, heverk gant ar pared dreist-holl. Un trede lagad zo war o fenn hag a c'heller gwelet war ar re yaouank betek an oad a 4-6 miz. Goude-se e vez goloet gant skant ha pigmantoù.
Spesadoù
kemmañ2 spesad tuataraed a zo: