Springald
Ur springald, eus an alamaneg springen "lammat", a oa ur mekanik brezel evit ar sezizoù. Evel un arbalastr bras e oa, staliet war ur gwele pe war rodoù, da vannañ biroù, mein pe tan gresian.
Kentañ gwech ma voe skeudennet e voe en XIvet kantved en un dornskrid bizantat ; en Europa ar C'hornaoueg e voe ret gortoz fin an XIIvet kantved ha penn-kentañ an XIIIvet kantved evit gwelet an arm-se war an tachennoù brezel.
Treset e voe an arm-se diwar skouer ar vangounell a veze implijet gant ar Romaned. Lod skouerioù studiadennoù zo bet treset gant Leonardo da Vinci, d'ar mare ma oa o tresañ kanolioù dre boultr.