Stalingrad (disheñvelout)
pajenn disheñvelout Wikimedia
Stalingrad e oa anv, etre 1925 ha 1961, ar gêr e su Rusia a oa bet anvvet Tsaritsyn a-raok, ha deuet da vezañ Volgograd e 1961.
Boas e vezer da implijout an anv Stalingrad en ur c'henarroud istorel evit komz diwar-benn emgann Stalingrad, un emgann drastus a c'hoarvezas eno etre miz Gwengolo 1942 ha miz C'hwevrer 1943.
Kavout a reer an anv-se ivez, liammet gant an emgann-se, evit :
Istor
kemmañLec'hanvadurezh
kemmañGoude an Eil Brezel-bed e voe roet an anv Stalingrad da veur a lec'h, darn anezho a voe divadezet pa voe kollet nerzh gant ar Strollad Komunour gall ha pa gouezhas an URSS d'an traoñ.
- Plasenn emgann Stalingrad (e Pariz, "Place de la Bataille-de-Stalingrad", dibabet e 1993)
- Stalingrad, un arsav metro e Pariz
- ar boulouard Stalingrad (Naoned)
Sinema
kemmañ- Stalingrad, teulfilm soviedel gant Leonid Varlamov, bet filmet e-pad an emgann e 1943
- Stalingrad (film 1990), ur film brezel soviedel
- Stalingrad (film 1993), ur film peoc'hgarour alaman o heuliañ buhez kriz soudarded alaman
- Stalingrad, pe en e stumm saoznek orin Enemy at the gates (2001), ur film diwar-benn sniperien e-pad emgannoù 1942-1943, sevenet gant Jean-Jacques Annaud
- Stalingrad (film 2013), ur film brezel, drama ha karantez rusian e-kerzh Emgann stalingrad