Star Trek (film)

Film sevenet e 2009


Star Trek a zo ur film skiant-faltazi amerikan deuet er-maez e 2009. Sevenet eo bet gant J.J. Abrams ha skrivet gant Roberto Occi hag Alex Kurtzman, ha skignet gant Paramount Pictures. Hennezh eo an 11vet film diazezet war frañchiz Star Trek krouet gant Gene Roddenberry daoust ma c'hoarvez en ur gwirvoud-all. Kontañ a ra istor penn-tudennoù an heuliad skinwel orin gant pennoù nevez. Heuliañ a ra troioù-kaer James T. Kirk (Chris Pine) ha Spock (Zachary Quinto) o stourm a-enep Nero (Eric Bana), ur romulan eus an dazont a stourm a-enep Kevread Unanet ar Planedennoù. Krouiñ ur gwirvoud-all a oa evit klask bezañ dieub e-keñver darvoudoù ar filmoù-all hag o redi.

Star Trek
Star Trek film, Sinema
TitlStar Trek, Star Trek Kemmañ
Contributed to creative workJorge Almeida Kemmañ
Diazezet warStar Trek Kemmañ
Labour da-heulStar Trek, Starfleet Academy Kemmañ
HeuliadStar Trek Kemmañ
Danvez pennañtime travel, Dial, space warfare Kemmañ
Tachennfilm birvidik, Ar skiant-faltazi er Sinema, film avantur Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
SevenerJ.J. Abrams Kemmañ
SenarioourRoberto Orci, Alex Kurtzman Kemmañ
Executive producerAlex Kurtzman, Jeffrey Chernov, Bryan Burk, Roberto Orci Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñDaniel Mindel Kemmañ
Frammer filmoùMaryann Brandon, Mary Jo Markey Kemmañ
Production designerScott Chambliss Kemmañ
Costume designerMichael Kaplan Kemmañ
SonaozerMichael Giacchino Kemmañ
ProduerJ.J. Abrams, Damon Lindelof Kemmañ
Embregerezh produiñParamount Pictures, Bad Robot Productions, Spyglass Media Group Kemmañ
AmlederParamount Pictures, UIP-Dunafilm, Netflix, iTunes, YouTube Kemmañ
Soundtrack releaseStar Trek: Music from the Motion Picture Kemmañ
Set in periodXXIIIe kantved Kemmañ
Livliv Kemmañ
Hollved faltaziekKelvin Timeline Kemmañ
Diaz embannpellgargañ niverel, video diwar c’houlenn Kemmañ
Renkadur ClassInd12 Kemmañ
Renkadur ar CNCholl bublik Kemmañ
Renkadur FilmirodaRummad II Kemmañ
Renkadur FSKFSK 12 Kemmañ
Renkadur JMKfree from 10 years Kemmañ
Renkadur Kijkwijzer12, 12 Kemmañ
Renkadur MPAAPG-13 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.startrek.com/page/star-trek-2009, http://www.startrekmovie.com/ Kemmañ
Dezverket drefilm reboot Kemmañ
A implijDoomsday Device Kemmañ
AssessmentTest Bechdel, reverse Bechdel Test Kemmañ
Plot expanded inStar Trek: Countdown, Star Trek: The Official Motion Picture Adaptation, Star Trek, Star Trek: Starfleet Academy Kemmañ
Renkadur MedierådetFor ages 11 and up Kemmañ
Media franchiseStar Trek Kemmañ
References work, tradition or theorySabotage, toull du Kemmañ
Endro e-lec'h e tispakEgor, egorlestr Kemmañ

Soñjoù kentañ evit ober ur film a c'hoarvezje a-raok an heuliad skinwel kentañ a zeu eus 1968, met deuet eo en-dro e-pad ar bloavezhioù 1980 e-pad raktres Star Trek VI: The Undiscovered Country a-raok bezañ nec'het gant krouer ar frañchiz. Ar pezh en deus lakaet ar soñj-se war wel en-dro a oa c'hwitadenn Star Trek: Nemesis ha freuzadur an heuliad Star Trek: Enterprise. Ur raktres film a c'hoarvezje goude an heuliad-se a zo bet savet met a-benn ar fin eo bet roet ar raktres da zaou skrivagnerien sot gant Star Trek ha da J.J. Abrams.

Berzh ar film en deus kendrec'het ar studio lañsañ ur rummad teir-oberenn a vo sevenet an hini en e c'houde, Star Trek Into Darkness gant J.J. Abrams c'hoazh ha skrivet gant ar memes tud mui Damon Lindelof a oa rener-arvest Lost (krouet gant Abrams) ha produer Star Trek.

Kregiñ a ra an istor e 2233. Emañ an USS Kelvin o studiañ un anadenn iskis pa zeu ur batimamt er-maez eus an anadenn-se, ur lestr romulian a arsailh lestr ar gevread. Goulenn a ra kabiten al lestr romulian digant kabiten an USS Kelvin Richard Robau dont d'e lestr evit atropiñ met ne c'hortoz ket Robau dont en-dro bev ha neuze a ro e c'halloud da George Kirk. Goulennataet eo Robau war lestr ar Romulianed dwar un den anvet Spock hag a zo dianav da Robau ha lazhet eo goude bezañ diskleriet gantañ an deiziad. Hervez urzhioù Robau a lañs Kirk ar skarzherezh goude e varv pa grog e wreg da wilioudiñ. Rankout a ra tarzh al lestr ouzh hini ar Romulianed gant al levierezh automatel evit sikour ar re-all da skampañ kuit met torret eo bet. Neuze e rank Kirk chom war e lestr ha mervel warnañ evit saveteiñ e wreg, e vab nevez-ganet hag ar re-all.

Bloavezhioù war-lerc'h e teu James T. Kirk (mab George Kirk) da vezañ un den yaouank speredek met rebell. Kendrec'het eo gant Amiral Pikes mont da Starfleet Academy evit dont da vezañ kabiten ha lañs a ra un dae : klask ober gwelloc'h eget e dad. En em gavout a ra Kirk gant McCoy hag Uhura ennañ. E fin e stummadur e tap Kirk test ar c'hKobayashi Maru o falsañ ar poelladoù. Tremen a ra e kuzul disiplin tamallet gant Spock en deus graet an test met harzet eo ar c'huzul gant keloù Vulkan a zo arsailhet gant Nero. Peogwir emañ al lodenn vrasañ eus aerlu Starfleet e korn-all ar c'halaksenn e rank Starfleet kas he yaouerien evit sikour ar Vulkaned. Kirk a rank chom war an Douar peogwir eo suspentet met McCoy a zeu a-benn kemer anezhañ war an Enterprise.

E-pad ar veaj e kompren Kirk eo bet savet ur pej gant Nemo ha dont a ra a-benn kendrec'hiñ Pikes ar wirionez gant sikour Uhura he deus troet ur gemennadenn iskis eus al lestr romulian. Pa erruont e Vulkan e tizoloont eo bet distrujet pep lestr ar Gevread. Anavezout a ra Nemo an Enterprise ha pediñ a ra Pikes dont d'e lestr en ur lavarout da Spock en deus un dra da ziskouez dezhañ. Pikes a c'houremenn da gKirk, Sulu ha d'un den-all distrujañ an touller-laser a zo o toullañ Vulkan betek he c'halon en ur lakaat Spock da vezañ "kabiten oberiant" ma ne zeu ket en-dro, ha Kirk evel an eil hini. Distrujet eo an touller gant Kirk ha Sulu met re ziwezhat eo. Tarzhet eo ur misil betek kreiz ar blanedenn gant un danvez-ruz iskis ha kregiñ a ra ar blanedenn da vezañ distrujet. Klask a ra Spock saveteiñ ar re henañ eus e bobl met mervel a ra e vamm a-raok dont a-benn bezañ treuzkaset d'al lestr.

Spock ha Kirk n'en em glevont ket diwar petra ober goude. Fallout a ra da gKirk heuliañ Nero en deus divizet mont d'an Douar met Spock a lâr int re vunut e-tal ur pezh-mell lestr galloudus evel hini Nemo ha ret e vefe dezho mont d'an aerlu a-raok divizout un dra bennak. Peogwir ne asant ket Kirk ouzh e urzhioù e ziviz Spock argas anezhañ war ur blanedenn vihan, implijet evel toull-bac'h gant ar Vulkaned e-lec'h ma'z eus bezañs ar Gevread. Goude bezañ bet poursuet gant loened bras eo saveteet Kirk gant ur Vulkan kozh a zo Spock kozh e gwirionez.

Spock kozh a zispleg penaos eo deuet d'an amzer-se en abeg d'e glask saveteiñ planedenn Romulus a oa en arvar da vezañ lonket en ur super-nova. Siwazh n'eo ket deuet a-benn saveteiñ anezhi ha poursuet eo bet gant kasoni Nero betek bezañ lonket e-parzh an toull du savet evit lonkañ ar supernova a-raok distruj Romulus. Goulenn a ra Spock kozh da gKirk chom hep menegiñ anezhañ da Spock yaouank met da genderc'hel e gefridi betek trec'hiñ Nero....

Fichenn deknik

kemmañ
  Stadoù-Unanet : 6 a viz Ebrel 2009
  Kanada : 8 a viz Mae 2009
  Bro-C'hall-  Breizh/  Belgia/  Suis : 6 a viz Mae 2009 (er-maez er bed-holl)
  Bro-C'hall-  Breizh : 17 a viz Du 2009 (e DVD)

Aktourien hag aktourezed

kemmañ
 
Adalak an tu-kleiz betek an tu dehou, Karl Urban, Chris Pine, Bryan Burk, Zachary Quinto, J.J. Abrams, Eric Bana ha John Cho, a-raok abadenn gentañ eOpera Sydney d'ar 7 a viz Ebrel 2009.


Lidoù

kemmañ
  • Oscar 2010 : fard gwellañ.
  • Saturn Awards 2010 : fard gwellañ.
  • Empire Awards 2010 : film skiant-faltazi gwellañ.
  • Oscar 2010 : son gwellañ, frammañ son gwellañ, efedoù gwel gwellañ.
  • Saturn Award 2010 : sevener gwellañ (evit J.J. Abrams, dekorioù gwellañ, film skiant-faltazi gwellañ, efedoù ispisial gwellañ, senario gwellañ.
  • BAFTA 2010 : son gwellañ, efedoù gwel gwellañ.

Notennoù ha daveoù

kemmañ

Da welout

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
Wikidata
Un data a c'heller kavout evit ar bajenn Wikidata war Wikidata.

Liammoù diabarzh

kemmañ
  • Filmoù diazezet war hollved Star Trek, o adkemer tudennoù an heuliad skinwel orin hep adkemer an amzerañ orin :

Liammoù diavaez

kemmañ