Skravig boutin
| |||
---|---|---|---|
Ur Skravig boutin
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Charadriiformes | ||
Kerentiad : | Laridae | ||
Genad : | Sterna | ||
Anv skiantel | |||
Sterna hirundo Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar Skravig boutin[1] a zo un evn-mor, Sterna hirundo an anv skiantel anezhañ.
Doareoù pennañ
kemmañE-pad an hañv e vez du-pod beg e bigos hag e bavioù a zo ruz (teñvaloc'h e-pad ar goañv) e gabell du hag e dal gwenn, divaskell hirvoan en deus. Pa vezont o tiskuizhañ ne vez ket hiroc'h o lost forc'hek eget o divaskell. O c'hein a zo glasrous gant bevennoù a-raok an divaskell rousc'hris sklaer.
Dont a reont eus aodoù atlantel Afrika betek Kab ar Spi Mat ha Madagaskar. Degouezhout a reont e-tro miz Ebrel-Mae ha mont a reont kuit e-tro miz Eost-Gwengolo. Hiniennoù a chom da c'hoañviñ e-kichen aodoù Europa.
Boued
kemmañDebriñ a ra pesked bihan dre o zapout en ur splujañ en dour.
Annez
kemmañAr Skravig boutin a neizh a-hed an aod hag a-wezhioù a-hed ar stêrioù, an aberioù, al loc'hoù (lennoù bihan), al lennoù hag ar paludoù (lec'h ma'z eus lec'hid). Neizhañ a ra a-vandennadoù a-hed dour sioul war traezhegoù pe viliegoù; an neizhioù a vez stok-ha-stok, n'int nemet kiboù leuniet o foñs gant briñsennoù. Enno e vez dozvet 2 pe 3 vi arwer.
Rummatadur
kemmañDiouzh an evnoniourien e vez renket ar Skravig boutin er c'herentiad Laridae (bremañ, hervez IOC 5.3. (2015)[2]) pe e Sternidae.
Liammoù diavaez
kemmañDaveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ Perig Herbert, "Anvioù laboused Europa", Hor Yezh, 1995, niv.203-204, p.23.
- ↑ [1]