Steuziadur ar gwenan
En Europa e vez taget ar gwenan gant bakteri anvet Paenibacillus larvae
ha gant arvevidi anvet Varroa destructor.
Gant c'hwiliorezed aziat (Vespa velutina nigrithorax) e vezont debret ivez. Erruet eo al loened-se e Okitania e-tro ar bloaz 2004, o tont eus eus Sina moarvat[1]. E Breizh eo bet gwelet evit ar wech kentañ e 2010, e (Liger-Atlantel) hag e 2011 en Aodoù-an-Arvor)[2].
Azoniad Diskar ar C'holoniennoù Gwenan (A.D.K.G.)
kemmañAnavezet eo ivez diouzh e anv saoznek, ar C.C.D. (Colony Collapse Disaster). Abaoe 2006 ez a war zigresk an niver a goloniennoù gwenan doñv e Stadoù-Unanet Amerika . Alies e vez kavet ruskennadoù marv e dibenn ar goañv, pa vez digoret ar ruskennoù evit ar wech kentañ ar bloaz. Drastus eo ar c'holloù er vro-se : -29% a goloniennoù e 2009, -34% e 2010[3].
En Europa e krogas ivez ar wenanerien da welet darvoudoù heñvel e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. A-drugarez d'ar programm EPILOBEE 2012-2014[4] savet gant Unaniezh Europa ez eus bet dastumet roadennoù fetis : uheloc'h e seblant bezañ ar c'holloù e broioù norzh ar c'hevandir. Setu un nebeud sifroù evit ar goañv 2012-2013[5] :
- Belgia : -33,6%
- Breizh-Veur : -28,8%
- Sveden : -28,7%
- Estonia : -23,4%
- Finland : -23,3
- Danmark : -20,2%
- Portugal : -14,8%
- Frañs : -14,1%
- Alamagn : -13,6%
- Gres : -6,6%
- Italia : -5,3%
Hervez ar studiadennoù[6], meur a elfenn a c'hell displegañ an azoniad-se. Daoust dezho bezañ anezho abaoe pell evit lod, e c'hellfe o meskaj bezañ degaset an S.D.K.G. En o zouez viruzoù, c'hwibez evel Varroa destructor, preizherien evel Vespa velutina nigrithorax hag al louzeier implijet gant lod labourerien-douar en o farkeier : louzeier-amprevaned, louzeier-foue, louzeier-c'hwibez, diastuzerioù neonikotinoidoù enno hag all.
E 2019 ne zigresk ket an niver a wenan a vez prederiet gant gwenanerien, kreskiñ a ra zoken petra bennak ma varv lod ruskennadoù en un doare naturel. Ar pezh a zo chalus eo niver ar gwenan gouez hag an holl bollenered all. Nebeutoc'h-nebeutañ a annezioù ha danvezioù zo evito. Meur a wech ez eus bet distrujet girzhier, gwez, drez ha bleuñv gouez evit sevel parkeier brasoc'h, evel er Beauce. An diouer a lec'hioù gouez zo fall-tre evit ar gwenan.
An diastuzerioù zo un dra fall evit an holl amprevaned, kerkoulz ha darn eus an arvedidi. En ur wenaneg e varv war-dro 20% eus ar gwenan bep bloaz : 12% abalamour d'an arvevidi anvet Varroa destructor hag 8% gant ar gozhni hag abegoù all evel ar pennmarc'hed, an diastuzerioù, hag all. An diastuzerioù n'int ket ar poent pouezusañ e marv ar gwenan, met ur poent e-touez kalz poentoù all.
Mar steuz an holl wenan kuit, moarvat e steuzio an holl bollened ivez en abeg m'eo gwarezet ar gwenan gant ar wenanerien. Mar steuz an holl bollenered kuit ne chomo nemet an avel evit pollenañ, ar pezh a lonk kalz amzer. Kemmesket e vo ar spesadoù, ar c'herez da skouer : mard eus kemmesk er spesadoù kerez ne vint mui mat da zebriñ. Heñvel eo evit an holl frouezh, al legumaj hag all. Ar frouezh a servij da ouennañ ar plant, ha mard eus kemmesk ne c'hallint mui gouennañ en un daore mat. Mar kendalc'h an traoù evel-se, an holl blantennoù bleuniek a vo steuziet kuit. An holl loened na c'hallint ket azasaat a vo aet diwar wel.
- ↑ (fr) Inventaire National du Patrimoine Naturel
- ↑ (fr) FREDON Morbihan
- ↑ (en) Colony Collapse DisorderProgress Report, 06/2010
- ↑ (en) Study on honey bee colony mortality
- ↑ https://web.archive.org/web/20150419182825/http://www.notre-planete.info/actualites/4019-mortalite-abeilles-Europe
- ↑ (fr) Syndrome d'effondrement des colonies d'abeilles