Stignadur (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen stignadur (saoz. : tenseness) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur perzh implijet evit enebiañ sonennoù vogalennnek dreist-holl hag ivez a-wezhoù kensonennel e meur a yezh, en o zouez ar vietnameg, da skouer :

ă hag â: vogalennoù laosk
a and ơ: vogalennoù stign

Vogalennoù stign ha laosk

kemmañ

Dre vras e vez serroc'h ar vogalennoù stign evit ar vogalennoù laosk ha bez' e c'hell bezañ kreisoc'h ar vogalennoù laosk.

Gwezhall e kredjod e veze produet ar vogalennoù stign dre stignañ muioc'h kigennoù kerdin ar vouezh met n'eo ket bet diskwelet dre arnod ar vartezeadenn-se.

E meur a yezh c'hermanek, en o zouez saozneg unvan Bro-Saoz, an alamaneg unvan hag an izelvroeg, e vez distaget hiroc'h ar vogalennoù stign evit ar vogalennoù laosk ha kavet e vez vogalennoù laosk e silabennoù serr peurliesañ, da skouer e saozneg :

beat ([bi:t]; "lusk") : stign
bit [bɪt]; "tamm") : laosk (e.g. bit)

E yezhoù germanek all avat, en o zouez ar skoteg hag an islandeg, ne glot ket an hirder gant ar stignadur.

Kensonennoù stign ha laosk

kemmañ

A-wechoù ez eo bet implijet an termen "stignadur" evit deskrivañ parioù c'hensonennoù dre serriñ enebet ent-ez-fonemek an eil re ouzh ar re all e koreaneg :

E lod rannyezhoù gouezeleg Skos hag iwerzhoneg ez eus ur rummad kensonennoù deskrivet a-wechoù evel kensonennoù laosk ([l, lj, n, nj]) enebet ouzh ur rummad kensonennoù stign ([ɫˑ, ʎˑ, nˠˑ, ɲˑ]) daoust ha ma n'eo ket gwall sklaer talvoudegezh an termenoù "stign" ha "laosk" war al live fizikel en degouezh-mañ.

  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.