Fortis ha lenis
Er yezhoniezh e vez implijet an termenoù fortis ha lenis (saozneg: fortis ha lenis, diwar al latin "kreñv" ha "gwan") war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz ez-ledan eus an diforc'h etre kensonennoù evel p, t, k hag all ouzh kensonennoù evel b, d, g : /k/ zo fortis e "kar" pa'z eo /g/ lenis e "gar".
En un doare resisoc'h e vez implijet an termen fortis evit ober dave da gensonennoù stign o doare distagañ ha lenis evit komz eus kensonennoù laosk o doare distagañ.
Daoust ma c'hall klotañ ar c'hensonennoù ma reer dave oute dre vras, n'eo ket peurgevatal neuze an termenoù fortis ha lenis d'an termenoù "divouezh" ha "mouezhiet".
Nevez-krouet e oa bet an nevezc'herioù-se en XIXvet kantved en Alamagn evit deskrivañ ar sonennoù divouezh skrivet b, d, g enebiet ouzh ar c'hensonennoù divouezh skrivet p, t, k en alamaneg ar su.
Peurliesañ e talvez ar mouezhiadur da lakaat an diforc'h etre ar c'hensonennoù p, t, k hag all (divouezh) diouzh un tu hag ar c'hensonennoù b, d, g hag all (mouezhiet) diouzh an tu all, evel ma c'hoarvez da skouer e brezhoneg ma vez enebet [p, t, k] ouzh [b, d, g] hepmuiken.
E saozneg avat e talvez ivez ar c'hwezhadur da diforc'hañ ar c'houbladoù kensonennoù-se, da lâret eo [pʰ, tʰ, kʰ] enebet ouzh [b, d, g].
E yezhoù all n'eo ket a-drugarez d'an diforc'h mouezhiadur e vez enebet ar c'hensonennoù met dre berzhioù all, da skouer e daneg hag e sinaeg mandarinek e vez enebet ar c'hensonennoù divouezh c'hwezhet [pʰ, tʰ, kʰ] diouzh un tu ouzh ar c'hensonennoù divouezh plaen [b̥, d̥, g̥] diouzh an tu all.
Implijet e vez an termenoù fortis ha lenis evit komz eus an enebiezh etre rummoù a-seurt-se dre vras hag en un doare ledan hep derc'hel kont eus ar fed ma c'hallont bezañ mouezhiet pe get, ha neuze e c'heller implijout an hevelep termenoù evit komz eus ar galleg, ar saozneg pe c'hoazh ar sinaeg.
Hervez an implij ledan-se neuze e c'hell an termenoù lenis ha fortis ober dave da veur a zoare distagañ pe berzh disheñvel hervez mont-en-dro fonetikel ha fonologel, en o zouez ar mouezhiadur, an hirder, ar c'hwezhadur hag ar stignadur.
En un doare resisoc'h e vez implijet an termen fortis evit komz eus kensonennoù distaget sañset gant muioc'h a energiezh kigennek evit ar c'hensonennoù lenis, met n'eus ket bet gellet diskwel ec'h eo gwir an deskrivadur-se war al live fonetikel.
E koreaneg ec'h eo stignetoc'h kerdin ar vouezh pa vez distaget ar c'hensonennoù fortis (anvet kensonennoù-stign peurliesañ pa gomzer eus ar yezh-se) produet gant un doare fonadur anvet "mouezh reut". En alamaneg Suis, avat, n'eus bet kavet roud fetis ebet eus ur seurt stignadur fizikel pa vez produet ar c'hensonennoù a reer "stign" anezhe ivez koulz ha pa gomzer eus ar c'horeaneg, ha posupl eo e tennfe kentoc'h d'un enebiezh etre kensonennoù plaen diouzh un tu ha kensonennoù hir diouzh an tu all.
War a seblant ez eus un nebeud yezhoù ma talvez an diforc'h stignadur etre kensonennoù fortis ha re lenis da enebiñ fonemoù hepmuiken, en o zouez rannyezhoù an adigeg ma vez graet an diforc'h etre kensonennoù dre serriñ divouezh stign (fortis) ha laosk (lenis) diouzh un tu ha kensonennoù dre serriñ mouezhiet laosk diouzh an tu all hag e lod eus yezhoù kaokazek ar gwalarn, evel da skouer an ac'hvac'heg, ma kaver un enebiezh fonologel etre kensonennoù dre strakal laosk ha stign.
Mard eus ezhomm e c'heller merkañ ar fed e vez distaget kreñvoc'h evit boas ur gensonenn bennak dre implijout ur sin diakritek arbennik skrivet dindan an arouezenn bennañ hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel ledanaet, da skouer [ɸ] kv. [f͈] en eweeg.
Gwelit ivez:
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |