The Stone Roses

(Adkaset eus Stone Roses)

The Stone Roses a zo ur strollad saoz berrbad a-walc'h, en deus graet berzh e dibenn ar bleadou 80 ha penn kentañ ar bleadoù 90. E penn luskad sonerezh Manchester e oa ar strollad-mañ, àr un dro get the Happy Mondays. Lâret e vez o deus diazezet pezh vez graet "Britpop" anezhañ (diwezhatoc'h e vo kendalc'het get strolladoù evel Radiohead, Blur, Oasis - savet ar c'hoant da sevel ur strollad rock get Liam Gallagher goude en devoud gwelet ar Stones Roses àr al leurenn e 1988, ha loc'het gete-). Drevezet eo bet emzalc'h Ian Brown àr ar leurenn get meur a ganer da c'houde.

The Stone Roses
strollad rock
Deiziad krouiñ1983 Kemmañ
Deroù ar prantad labour1983 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1996 Kemmañ
PladennrolladurThe Stone Roses discography Kemmañ
Lec'h diazezManchester Kemmañ
Tachennalternative rock, indie rock Kemmañ
Label sonerezhSilvertone Records Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
Prizioù resevetMOJO Awards Kemmañ
The Stone Roses sonadeg e 2012 e Milan

Prantadoù kentañ ar strollad :

kemmañ

E penn kentañ ar bleadoù 80 e oa bet savet framm ar strollad get Ian Brown (kan), John Squire (gitar), Gary Mounfield -"Mani"- (gitar boud) hag Alan Wren -"Reni"- (taboulinoù) e Manchester da heul taolioù arnod ("The Patrol" ha strolladoù arall gete). Tud arall a voe e-barzh ar strollad evel Andy Couzens ha Pete Garner, bras o levezon met n'int ket chomet evel izili wirion er strollad.

Setu savet gete un album e 1989, goude o devout enrollet 5 pladenn vihan (singles). Ur bennoberenn sur ha n'eo ket marteze. Kudennoù gwirioù o doa bet er mareoù-se avat, get o zi-embann peurgetket. Sonadegoù brudet a rezont ('Ally Pally' gig e North London's Alexandra Palace d'ar 25 a viz Kala-gouañv 1989 hag unan e Spike Island e-kreiz ar ster Mersey d'ar 27 a viz Mae 1990).

Un eil album... a-benn ar fin !

kemmañ

Torret gete o skrid-emglev get Silverstone hag engouestlet da-c'houde get Geffen Records, setu a-benn ar fin the Stones Roses da lakaat un eil pladenn da vonet er-maez e dibenn 1994, "Second Coming" hec'h añv, blaz an heavy metal (hag eil prantad Led Zeppelin evel "Physical Graffiti") àr ar bladenn-se, levezonet get gitar John Squire. Kerse a ziwanas diàr ar bladenn-mañ, pa voe gortozet get karourion ar strollad e-pad 5 blead àr-lerc'h e bennoberenn gentañ, ha broket kement arall àr he divoud.

Àr ziskar eh eas ar strollad pand eas kuit Reni, ha d'e heul, John Squire e-unan a skarzhas kuit d'an 1 a viz Ebrel 1996 (ha ne oa ket ur pesk Ebrel !). Kenderc'hel a reas Ian Brown ha Mani get ar strollad tamm pe damm e-pad ur blead met freuzet e voe gete da heul un abadenn druezus a-walc'h e-kerzh festival Reading.

Izili ar strollad é valafenniñ, adsavet 'vo ar strollad... pe ne vo ket ?

kemmañ

Ur strollad nevez a voe savet get John Squire : the Seahorses. Ur bladenn hag achu gete ivez. Da c'houde e voe e bladenn solo gentañ get Squire e 2002, "Time Changes Everything", hag unan arall e 2004 : "Marshall's House". Monet a ra Mani da seniñ gitar-boud e-barzh Primal Scream.

Evit pezh a sell doc'h Ian Brown, peder fladenn solo a savas, berzhig a-walc'h a voe graet gete, ha klevet eo bet e-barzh sonadegoù bras pe festivalioù dre vro-Saoz. Ur strollad nevez a voe savet get Reni ivez, e 1999 : the Rub. Sonet en deus e korn-bro Manchester d'ar mare-se, ne ouier ket petra eo daet the Rub da vout, met un album solo zo bet graet get Reni e 2004 avat, unan dedennus a-walc'h diàr pozioù John Squire...

E miz Eost 2004, e-kerzh sonadegoù e Belfast ha Surrey e voe gwall souezhet an arvestourion get Ian Brown, hemañ a sonas dreist-holl sonennoù brudet prantad kentañ ar Stones Roses. Ha kenderc'hel a reas e-giz-se diwezhatoc'h, é seniñ àr un dro tonioù kozh ha tonioù nevez dezhañ e-unan, ha Mani a zeuas àr ar leurenn getoñ, ar wezh kentañ a-c'houde 8 vle ! Noel Gallagher (gitarour Oasis) a voe é seniñ getoñ ivez, er sonenn "Keep What Ya Got" (single). A-hend arall, Ian Brown ha Mani a voe klevet en un ton single ("Reign") get DJ James Lavelle hag e strollad UNKLE, ha tapet 40vet plas get ar single-mañ.

E miz Mae 2005 e voe klevet komz a-zivout adsevel ar strollad en-dro, diàr pozioù Squire e-unan e-barzh ur gazetenn bennaket. Gwelet e voe a-stroll get Mani ha Reni en ur sonadeg bennak, peadra da vouetaat ar safar a-zivout adsavadur ar strollad. Reni en deus savet sonennoù ha c'hoant en deus d'o seniñ get Mani, daoust ha graet e vo un dra bennak get ar labourioù-mañ en ur raktres get the Stone Roses, n'eo ket sur pa ouier e veze aozet rac'h ar sonennoù get Ian Brown pe John Squire e-raok ?

Piv a oa er strollad ?

kemmañ

Izili diazez (adalek Miz Kala-gouañv 1987 betek Miz Meurzh 1995) :

* Ian Brown, Kaner kentañ
* John Squire, gitar ha mouezhioù a-dreñv, diskan
* Mani (Gary Mounfield), gitar boud
* Reni (Alan Wren), taboulinoù, diskan

Ha re arall :

* Andy Couzens, gitarour. Aet eo kuit ag ar strollad e Miz Gourhelen 1986 (savet The Hign getoñ da c'houde)
* Pete Garner, gitar boud (etre Miz C'hwevrer 1984 hag Eost 1987)
* Cressa, (Steve Cressa) graet 'vez anezhoñ "pempvet ezel ar strollad" a rae àr-dro kempennadur sonioù ar gitar(1989-1990)
* Robbie Maddix, tabouliner, en doa kemeret lec'h Reni e miz Ebrel 1995
* Nigel Ippison, é seniñ get an touchennaouegoù àr al leurenn goude miz Gourhelen 1995
* Aziz Ibrahim, gitarour, en doa kemeret lec'h John Squire e miz Ebrel 1996.

Pladennoù :

kemmañ
  • The Stone Roses (1989)
  • Second Coming (1994)

hag un nebeud dastumadegoù :

  • Turns Into Stone (1992)
  • The Complete Stone Roses (1995)
  • Garage Flower (1996)
  • Remixes (1996)
  • The Very Best of The Stone Roses (2002)

Lec'hiennoù Internet :

kemmañ
* https://web.archive.org/web/20210301095459/http://pdmcauley.co.uk/
* http://www.thestoneroses.co.uk