Du
11vet miz ar bloaz
(Adkaset eus Kala-gouañv)
Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
- Gwelout ar pennadoù Du (disheñvelout) ha Du (anv-tud).
Unnekvet miz ar bloaz eo miz Du hervez an Deiziadur gregorian. Ar mizioù du a vez graet eus miz Du ha miz Kerzu e brezhoneg.
Yezhoù all
kemmañAn navet miz e oa en deiziadur roman kozh, deiziadur Romulus, se zo kaoz e vez graet November anezhañ e saozneg, noviembre e spagnoleg ha novembre e galleg.
E finneg e reer marraskuu eus miz Du, da lavaret eo "miz ar re varv".
E poloneg ha tchekeg e vez graet Listopad eus ar miz-se, da lavarout eo "miz an delioù o kouezhañ".
Deizioù
kemmañ- Kentañ a viz Du
D'ar c'hentañ a viz Du e vez lidet gouel an Hollsent gant an Iliz katolik roman.
Da vare ar Gelted kozh e oa ul lid all en Iwerzhon : gouel Samhain (Lá Samhna en iwerzhoneg) a oa deiz kentañ ar goañv.
- Deizioù all
- D'an 2 e vez lidet deiz ar re varv er bed katolik.
- D'an 3 e vez lidet an disrann etre Panamá ha Kolombia.
- D'ar 4 emañ deiz ar banniel e Panamá.
- D'ar 5 e vez lidet dizalc'hted Honduras diouzh ar Federación Centroamericana.
- D'ar 6 a viz Du 1866 e voe embannet an dekred impalaerel nº 3275 a roe frankiz d'ar sklaved a oa prest da zifenn Brazil er brezel ouzh Paraguay.
- D'an 8 emañ Deiz ar C'hêraozerezh abaoe 1949.
- D'an 10 emañ Deiz an Hengoun (Día de la Tradición) en Arc'hantina, e koun José Hernández, krouer Martín Fierro.
- D'an 11 e vez lidet Sant Martinus Teurgn, sant paeron Bro-C'hall ha hini kêr Buenos Aires.
- D'an 11 ivez e vez lidet arsav-brezel ar Brezel-bed Kentañ e 1918.
- D'an 11 c'hoazh e vez lidet dizalc'hted Cartagena de Indias.
- D'ar 15 e voe embannet ar Republik Brazil e 1889.
- D'ar 25 e vez lidet an Devezh Etrebroadel a-enep an Droug graet d'ar Maouezed, abaoe 1999.
- D'ar 27 a viz e vez lidet Medalenn Vurzhudus ar Werc'hez gant ar gatoliked c'hall.
- D'ar 27 ivez, e 1940, e voe ganet Bruce Lee e San Francisco, Kalifornia.
- D'an 28 e vez lidet Dizalc'hted Panamá diouzh Spagn.
Krennlavaroù
kemmañ- « Aet miz Here en e hent / Da hanternoz gouel an Hollsent »
- « An driwec'h hag an naontek a viz Du / E vez foar Vaodez war ar ru. »[1] ; d'an 18 a viz Du e vez lidet Maodez.
- « Da santez Katell / Ez a ar mestr da vevel. » (Kement a labour a vez mar rank ar mestr labourat ivez.) ; d'ar 25 a viz Du e vez lidet Katell Aleksandria.
- « Pa gler an dour da ouel Marzhin / Ez a ar goañv war benn e c'hlin. » ; d'ar 26 a viz Du e vez lidet Martin Arades.
- « Mat eo hadañ an douar / War an diskar eus al loar, / Hogen segalig sant Andrev / Deuet Nedeleg pa deu er-maez. » ; d'an 30 a viz Du e vez lidet an abostol Andrev.
- « Pa ra kurun e miz Du / E koll ar goañv e vertu. »[1]
- « Da c'houel sant Andrev, gwalc'h da roched, ma vo sec'h da Nedeleg »[2]
- « Da gala-goañv ed hadit / Hag ivez frouezh dastumit »
- « Hag o nezañ emaoc'h c'hoazh ! / Gouel sant Andrev a vo warc'hoazh » (Arabat eo nozvezhiañ betek re.)
- « Kala-goañv, kala miz / Nedeleg a-benn daou viz »
- « Pa gler an dour da c'houel Marzhin / E ya ar goañv war benn e c'hlin » (Kriz e vo ar goañv, skornet e vo ar vro ha kouezhadennoù a vo.)[3]
- « Sant Andrev gamm na vankas ket / Teir sizhun tri deiz kent Nedeleg »
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol, 1974, p. 324.
- ↑ Andrev : 30/11.
- ↑ Marzhin : 11/11.