Erv Kourland
Erv Kourland (lituaneg: Kuršių nerija, rusianeg: Куршская коса, alamaneg: Kurische Nehrung, latveg: Kuršu kāpas) zo ur riblennad douar draezhek enk, dezhi 98 km a hirder, hag a zisparti Loc’h Kourland diouzh ar Mor Baltel. Rannet eo e daou etre Lituania en Norzh ha Rusia (Oblast Kaliningrad) er Su. Liammet eo ouzh ar c’hevandir er Su.
Abaoe ar bloavezh 2000 emañ Erv Kourland a-bezh war roll ar Glad bedel savet gant an UNESCO.
A-wezhoù e vez graet “strizh-douar Kourland” anezhañ (e galleg da skouer). Hogen, ur fazi eo dre ma n’eo ket liammet ouzh an douar dre e zaou du.
Douaroniezh
kemmañEn em astenn a ra Erv Kourland eus ledenez Sambia, lec’hiet en Oblast Kaliningrad (bet Königsberg), betek ur strizh-mor enk a-dal da borzh Klaipėda lec’hiet e Lituania, war an douar-bras. Etre 400 m ha 3,8 km a ledander a zo da Erv Kourland diouzh al lec’h.
E-mesk tevennoù brasañ Europa a gaver eno.
Loened ha struzh
kemmañGwarezet eo an natur gant daou bark broadel eno: hani Kuršiu Nerija, eus tu Lituania, ha hani Kourchskaïa Kossa, eus tu Oblast Kaliningrad.
Kavout a reer enno 338 spesad mellkeineged, 251 spesad evned en o zouesk ha 35 spesad bronneged, kirvi-erc’h, yourc'hed, hoc’hed-gouez, lern, marted ar pin, erminiged, pudasked, avanked ha liñsed peurgetket. Evned-tremeniat a gav repu bep bloaz war an erv.
75% ag ar gwez zo gwez-pin.
Barregezhioù naturel
kemmañBrudet eo Erv Kourland evit ar goularz a gaver war e draezhennoù.