Strizh-mor Magalhães

(Adkaset eus Strizh-mor Magellan)

Emañ strizh-mor Magalhães, pe Magallanes (spagnoleg : Estrecho de Magallanes), e penn su Amerika ar Su etre ar c'hevandir-mañ ha Douar an Tan. An tremen naturel ledanañ eo etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask.

Strizh-mor Magalhães,
gwelet gant ul loarell.

Ar c'hentañ merdeer european o treuziñ anezhañ eo bet Fernão de Magalhães p'en doa graet e verdeadenn-dro e 1520. Dre m'en doa kroget da vont ennañ d'ar c'hentañ a viz Du e oa bet anvet strizh-mor an Hollsent da gentañ.

Embannet he doa Chile e vefe ar strizh-mor dezhi d'an 21 a viz Gwengolo 1843 ha miret he deus ar riegezh warnañ bete-vremañ. Diwar intrudu ar prezidant Manuel Bulnes (1799-1866) e oa bet kaset moraerien ha pesketaerien da ac'hubiñ al lec'h. Un drevadenn anvet Fort Bulnes a oa bet staliet goude-se. E 1848 e oa bet krouet ur porzh war riblenn ar strizh-mor, Punta Arenas e anv.

A-raok ma oa bet savet kanol Panamá e oa strizh-mor Magalhães an eil treizh implijetañ evit mont eus ur meurvor d'unan all goude aod ar C'hab Horn.

Un treizh diaes eo evit al listri hag ar verdeerien pa'z eus un hin griz ha p'eo strizh-kenañ.


Sellet ivez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.