Strollad Banniel Ruz
Izili hag ez-izili
|
Ar Strollad Banniel Ruz (e spagnoleg: Partido Bandera Roja) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour krouet e Venezuela e 1971 gant izili enep-adwelour eus Luskad an Tu-Kleiz Dispac'hel (Movimiento de la Izquierda Revolucionaria: MIR).
En ur penn-kentañ e savas a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel e oa eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm) betek ma oa bet skarzhet dioutañ abalamour ma savas a-du gant tu-dehoù ha strolladoù demokratel-sokialour ar vro a-benn klask herzhel ouzh Hugo Chávez da dont da vezañ Prezidant.
E penn ar Strollad emañ hiziv Gabriel Rafael Puerta Aponte.
Goude ma teuas Hugo Chávez da vezañ Prezidant evit ar wezh kentañ e 1998 e krogas ar Strollad da sevel a-du ha da reiñ harp da strolladoù dehour ha kreizour ar vro evit sevel a-enep da c'houarnamant Chávez ha diwar an dibab strategiel-se ec'h eas kuit meur a ezel eus ar Strollad, en o zouez meur a benn zoken hagg a savas gant linenn Chávez.
Tamallet eo bet ar Strollad zoken da vezañ kemeret perzh e gwalldaolioù a-raok an taol-stad c'hwitet e 2002.
En dilennadegoù evit Prezidant Venezuela dalc'het e 2006 e oa bet soutenet gant Strollad Banniel Ruz e-touez meur a strollad all ar c'hannad Manuel Rosales a-enep da C'havez, bet tapet gantañ 18.468 mouezh (0,16%).
Unvaniezh ar Yaouankizoù Dispac'hel (Unión de Jóvenes Revolucionarios: UJR) eo anv kevrenn yaouankizoù ar Strollad.