Strollad Komunour Spagn (Marksour-Leninour)
Izili hag ez-izili
|
Strollad Komunour Spagn (Marksour-Leninour) (en spagnoleg: Partido Comunista de España (marxista-leninista): PCE(ml)) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour krouet e 2006 gant Kuzul Hollstadel an Aozadurioù Komunour (Comité Estatal de Organizaciones Comunistas: CEOC) diwar kenteuzadenn pevar strollad:
- Aozadur Kumunour Katalonia (Organització Comunista de Catalunya: OCC)
- Aozadur Kumunour miz Here (Organizacion Comunista Octubre: OCO)
- Stroll Kumunour ar 27 a viz Gwengolo (Colectivo Communista 27 de Septiembre: OC27S): Castilla y Leon
- Aozadur Kumunour Bro-Valensia (Organització Comunista del País Valencià: OCPV)[1]
Sevel a ra a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).
Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn viziek Octubre ("Miz Here").
N'eus liamm ebet etre ar strollad nevez-krouet-mañ hag ar strollad istorel gantañ an hevelep anv aet da get er bloavezhioù 1990 (s.o. Strollad Komunour Spagn (Marksour-Leninour) (istorel))