Luskad evit Adaozañ Strollad Komunour Gres 1918-55

Al Luskad evit Adaozañ Strollad Komunour Gres 1918-55 (e gresianeg: Κίνηση για την Ανασύνταξη του ΚΚΕ 1918-55), anavezetoc'h dindan anv ar gelaouenn embannet gantañ Ανασύνταξη ("Adaozadur"), a 'zo anv ur strollad komunour bihan oberiant e Gres bet krouet e 1996.

Arouezenn Anasintaksi

Ur strollad stalinour an hini eo implijet gante alies an termen "stalinour" ouzhpenn "marksour-leninour" evit komz eus o linenn bolitikel o-unan, gantañ da bal (ad)unvaniñ an holl strolladoù komunour e Gres en ur Strollad Komunour marksour-leninour nemetañ.

Krouet e oa bet ar Strollad p'en em deuzas Luskad evit Strollad Komunour Unvan Gres bet savet gant tud aet kuit eus Strollad Komunour Gres da geñver 1953-1956 o sevel a-enep da d'an adwelouriezh soviedel hag a-du gant linenn bolitikel Nikolaos "Nikos" Zac'hariadis gant komunourion c'hresianek en harlu en Unaniezh Soviedel ha e broioù sokialour all, ez-kadourion hag ofisierion Talbenn Dishualded Broadel (EAM)-Arme Dishualded Pobl Gres (ELAS).

Hervez Anasintaksi n'en deus Strollad Komunour Gres a-vremañ - ma vez graet "K"KE ('S"K"G') pe "K"KE('56) anezhañ gante - netra da welet gant ar strollad komunour "gwirion" betek 1955-1956 pa savas a-du gant an adwelouriezh soviedel ha hervez Anasintaksi e oa bet bratellet gant pennoù nevez ar Strollad Komunour ar Sekretour-Meur betel 1955, Nikolaos "Nikos" Zac'hariadis.

Hervez Anasintaksi eo bet tamallet Ludo Martens da vezañ ud adwelour marksouriezh ha herveze ec'h eo enep-staloinour al levr bet embannet gantañ, "Un autre regard sur Staline", bet awenet gant trotskouriezh, maoouriezh ha c'hrouchtchovouriezh.

Embannet e vez div wezh bep miz gant ar Strollad ar gelaouennig 4-fajenn Ανασύνταξη (Anasintaks; "Adaozadur").

Ezel eo Anasintaksi eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).

N'en deus ket kemeret perzh er mouezhiadegoù gwezh ebet.

Daveoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ