Strollad Komunour Kolombia (Marksour-Leninour)

|align=left|

Kolombia

Un darn eus an heuliad a-zivout:
Politikerezh ha gouarnamant
Kolombia

Strollad Komunour Kolombia (Marksour-Leninour) (e spagnoleg: Partido Comunista de Colombia (Marxista-leninista)) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet e Kolombia tro-dro da 1965 da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour Kolombia.

Da gentañ-penn e oa anezhañ ur strollad maoour met da c'houde e savas a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).

Ur bagad armet kuzh ez eus ivez stag ouzh ar Strollad, Arme Dishualded ar Bobl (Ejército Popular de Liberación: EPL).

E 1990 e tivizas an darn vrasañ eus pennoù Strollad Komunour Kolombia (Marksour-Leninour) en em rentañ d'ar gouarnamant, savet gante da heul ar strollad Spi, Peoc'h ha Frankiz (Esperanza Paz y Libertad: ESPALI).