Tír na nÓg
- Evit implijoù all, gwelet Tír na nÓg (disheñvelout).
Tír na nÓg (distaget [tʲiːɾˠ n̪ˠə ˈn̪ˠoːɡ]) a dalvez, en iwerzhoneg, « Douar ar re yaouank». Bez' ez eo « ur bed all », ur bed mojennel a zo anv anezhañ e gwengelouriezh Iwerzhon.
Un enezenn eo Tír na nÓg, pell er c'hornôg. Hir ha kalet eo ar veaj da vont di, pa ne vezer ket pedet gant ur bansidhe, kannadez an doueed. Tír na nÓg n'eo ket ul lec'h evit ar vrezelourien pe an harozed lazhet en emgann, met kentoc'h un doare paradoz war an douar, annezet gant boudoù dreistnatur, ha ma c'hoarvezas gant moraerien pe venec'h en em gavout eno dre eurvad e-pad o beajoù.
Er Grennamzer e konter ez eas di meur a vanac'h. Er « bed all »-se e chomer yaouank, kreñv ha brav, da viken, n'eus na marv na kleñved, ha ne dremen ket an amzer. Ne vez na naon na sec'hed gant an nen, ha laouen e vez an holl, o vevañ e-kreiz ar sonerezh hag ar plijadurioù all.
Meur a vanac'h a zegouezhas eno e kontadennoù an echtrae (avantur) pe an immram (an treizh), brudet er Grennamzer.
Kaoz a vez eus Tír na nÓg e meur a vojenn : eno e reas ar bobl anvet Tuatha Dé Danann hec'h annez, goude m'he doa ranket kuitaat Iwerzhon. Eno e vevas, ur pennad, an haroz Oisín a oa bet kaset di gant Niamh he Blev Aour. Goude ur pennad amzer e fellas da Oisín distreiñ d'ar gêr, met nouspet bloavezh warn-ugent a oa tremenet abaoe m'en doa kuitaet Iwerzhon. Ne c'halle ket kuitaat Tír na nÓg, anez mervel.
Gant Niamh e voe profet dezhañ ur marc'h hud. Gantañ e c'halle Oisín kuitaat ar « bed all », met rankout a rae chom war e varc'h atav : ma tiskennje diwar e varc'h e varvje. Oisín ne selaouas ket kuzul Niamh avat ha mont a reas e poultrenn kerkent ha diskennet diwar e varc'h war zouar Iwerzhon.
Hervez ar vojenn en doa bet amzer da gontañ e istor da sant Padrig ha da gofesaat (ha kaout an absolvenn evel-just) a-raok mervel, en Ail Finn, e kontelezh Ros Comáin.
Kontadennoù all par d'ar vojenn a gaver dre ar bed, evel hini Urashima Tarō
El lennegezh vrezhonek
kemmañSed amañ da-heul Tristan oc'h ober meneg eus Tír na nÓg, dindan bluenn Langleiz, e-barzh Tristan hag Izold (Al Liamm, 1972, pajennoù 74 ha 191) :
« [...]... Bro eurus Ar-Re-Vev, sklerijennet gant un heol n'eo ket eus ar bed-mañ : Tir-Na-N-Og, douar ar yaouankiz peurbadus... »
— [...].
Tostaat a ra diwezh hon trubuilhoù ha n'hon eus mui pell-amzer da c'hortoz an droiad hir-se hon degaso a-gevret da Dir Na N'Og ; Tir Na N'og, Douar Ar Re Yaouank !...
Gwelet ivez
kemmañ
Levrioù
kemmañ- Irish Myths and Legends, Lady Gregory, London, 1999
- Early Irish myths and sagas, London 1981