Tagadenn Ukrainiz en oblast Koursk e 2024

D'ar 6 a viz Eost 2024, e-kerzh ar brezel etre Ukraina ha Rusia, nerzhioù lu Ukraina o deus lañset un ergerzhadenn vilourel war tiriad Rusia en Oblast Koursk. Stourmadennoù niverus a zo bet etre Ukrainiz ha nerzhioù lu Rusia kement ha gant gwarded harzoù Rusia. Hervez Rusia, d'an nebeutañ 1 000 soudard harpet gant tankoù (un ugent bennak) ha karbedoù hobregonet o deus treuzet an harzoù. An nerzhioù ukrainat a zo deuet a-benn da aloubiñ kêriadennoù e Raion Sudja. Ur stad a reuziad a zo bet disklêriet en Oblast Koursk, hag adarmeadoù rusian a zo bet kaset d'al lec'h. D'an 9 a viz Eost, ur oberiadur stad a enep-sponterezh a oa kroget gant Rusia e Belgorod, Bryansk, ha rannvroioù Koursk.

Tagadenn Ukrainiz en oblast Koursk
oberiadur brezel
Rann eusattacks in Russia during the Russian invasion of Ukraine Kemmañ
TitlВторжение Украины в Курскую область России Kemmañ
StadRusia Kemmañ
E tiriadOblast Koursk Kemmañ
Lec'hOblast Koursk, Oblast Belgorod Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°11′29″N 35°16′14″E Kemmañ
Deiziad kregiñ6 Eos 2024 Kemmañ
Deiziad echuiñtalvoud ebet Kemmañ
PerzhiadNerzhioù lu Ukraina, Nerzhioù armet Rusia Kemmañ
Efed26 August 2024 Russian strikes on Ukraine Kemmañ
HashtagКурск Kemmañ
Bukennpeace negotiations in the Russian invasion of Ukraine Kemmañ
Map

Abaoe an aloubadeg rusian eus Ukraina e C'hwevrer 2022, ez eus bet meur a ergerzhadenn vilourel bihan e Rusia gant nerzhioù a-du gant Ukraina, evel ar C'horfad Emouestlidi Rusian. Ukraina he doa harpet an ergerzhadennoù-se, en ur nac'hañ e oa soudarded ukrainat o kemer perzh enno. Ergerzhadenn Koursk a zo disheñvel diouzh ar re all rak ar soudarded a zo Ukrainiz, hag ar wech kentañ eo gwelet un nerzh ken bras o kemer perzh.

Da gentañ holl e oa bet embannet e oa 1000 soudard eus Ukraina o kemer perzh en dagadenn hervez Rusia. Chomet e oa mut pennoù bras Ukraina war an dagadenn. En gwirionez ez eus kalz muioc'h a nerzhioù engouestlet eget lavaret gant Rusia[1].

Ratozhioù Ukraina

kemmañ

Pa ne voe displegadenn ebet e-pad ar sizhun gentañ, lod eus an arsellerien a glaske peseurt ratozhioù a oa maget gant pennoù ar Stad ukrainat, pa soñjent dezho e oa ken niverus ar soudarded rusian ha ken galloudus o armoù, met disklêriet en deus kuzulier pennañ ar prezidant Volodimir Zelenskiy eo e vennozh « kaout ur c'hevraouerezh reizh gant Rusia » (disklêriadur e saozneg war X, 16 Eost [2]). Embann a ra Ukraina ne glask ket derc’hel en he beli lodennoù eus e enebour[3], kontroll d’ar pezh a zo bet graet gant hemañ. Koulskoude ur jeneral ukrainat a zo bet lakaet da c'houarnour milourel ar rannvro aloubet d’an 16 a viz Eost.
Aloubet eo bet kêr vihan Soudja d’ar 15vet a viz Eost hervez embann prezidant Ukraina. Du-hont ez eus ur greizenn dasparzhañ gaz a ya a-dreuz Ukraina evit pourveziñ Roumania, Hungaria ha Bulgaria.
Distrujet pe foeltret eo bet gant an aerlu ukrainat lod pontoù bras evit sevel ul linenn diwall war ar stêr Seim d’ar 16 a viz Eost.

Ersavioù ar galloud rusian

kemmañ

D'an 12vet a viz Eost e voe deskrivet gant Vestia, un abadenn nevezinti war ar Chadenn 1añ, peseurt traoù a voe aozet en Oblast Koursk evit skoazellañ an annezidi. Hervez kont e voe dilojet 76 000 anezho evt bezañ kaset er goudor.
Ur c’henurzhier trevourel, Aeksander Dioumin e anv, a voe anvet gant ar prezidant Poutin evit an eilfeukañ lec’hel. Unan eus e geneiled tostañ eo. D’ar 14vet a viz Eost e oa bet disklêriet ar stad a valluster gant Rusia en Oblast Belgorod.

Dielfennadenn

kemmañ

Ergerzhadenn Eost 2024 eo ar c'hentañ gwech ma vez taget hag aloubet douaroù rusian gant un nerzh estren abaoe an Eil Brezel-bed. An dagadenn zo bet lesanvet "Eil emgann Kursk", oc'h ober dave d'an emgann er memes rannvro a oa bet e 1943 etre an trede Reich hag an URSS. Ar wech kentañ eo abaoe an Eil brezel-bed ma'z eus karbedoù brezel alaman o ruilhañ war douaroù Rusia, ar pezh a sav kudennoù e speredoù lod Alamanted[4]. Div vrigadenn eus nerzhioù lu Ukraina a zo o kemer perzh d'an nebeutañ. An nerzhioù-se a zo reoù mekanikaet, o fiñval bliv ha gwarezet gant kalz dafar brezel enep-nij. War a seblant ne oa ket bet kemeret e kont gant Rusia ar fed e vije un dagadenn o tont hag eo bet souezhet bras pennoù ar vro gant an darvoud ha dreist-holl an hollad nerzhioù engouestlet.

Pennadoù kar

kemmañ

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. (fr) Flavien Groyer, "Guerre en Ukraine : cinq questions sur l'offensive surprise de l'armée ukrainienne sur le sol russe", France Bleu, 15 a viz Eost 2024
  2. Mic’haylo Podoliak : « …the military tool is used to persuade R(epublic of) R(ussia) to enter a fair negociation process…"
  3. M. Podoliak war X, 16-06-2024 : « Ukraine is not interested in occupying Russian territories."
  4. (fr) Emmanuel Grasland, "En lançant des Panzers en Russie, Kiev fait sauter un tabou allemand", Les Echos, 15 a viz Eost 2024